Digeriñ al lañser pennañ

Daniel Doujet, ganet e Lannarstêr e 1956, a zo kelenner war ar brezhoneg e Skol-Veur Roazhon 2.

Skrivagner eo ivez, bet tapet Priz Langleiz gantañ e 2001 evit e zastumad danevelloù Ur c'hi maget mat ha danevelloù all (Embannadurioù al Lanv). Er c'helaouennoù Al Liamm, Al Lanv, Bremañ hag Hor Yezh e kemer perzh ingal.

Dalc'het en doa ivez e-pad pell ar c'hronik brezhonek e La Liberté du Morbihan dindan an anv-pluenn "Tadevab" a-raok ma 'z afe ar gelaouenn-se da get. Adembannet en deus ar skridoù “Etrezomp e brezhoneg” bet savet gant Job Jaffré ("Mabedad"), a rae war-dro kronikoù brezhonek La Liberté du Morbihan en e raok.
Labourioù all en deus graet Daniel Doujet, evel war fablennoù Jean de La Fontaine.

Pennad karAozañ

OberennoùAozañ

Rummad “Etrezomp e brezhoneg”Aozañ

  • Yann ar Baluc'henn, kempennet gant Daniel Doujet, Dastum, 1986.
  • Etrezomp e brezhoneg, dastumad pennadoù tennet eus La Liberté du Morbihan, kempennet evit an embann gant Daniel Doujet, hag embannet gant Emglev Bro an Oriant.
    • Etrezomp e brezhoneg 1980-1981 (2008).
    • Etrezomp e brezhoneg 1982-1983 (2009).
    • Etrezomp e brezhoneg 1974-1975 (2010).
    • Etrezomp e brezhoneg 1976-1977 (2011) (Job Jaffré, Pierre Le Sausse).
    • Etrezomp e brezhoneg 1984-1986 (2012)
    • Etrezomp e brezhoneg 1978-1979 (2013) (Job Jaffré, Pierre Le Sausse)