Planiel
kumun Aodoù-an-Arvor
Planiel | ||
---|---|---|
Milin-vor Traou Meur. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pleudaniel | |
Bro istorel | Bro-Dregerù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Lezardrev (betek 2015) Landreger (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 22196 | |
Kod post | 22740 | |
Maer Amzer gefridi | Didier Rogard 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 932 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 51 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 46 m bihanañ 0 m — brasañ 76 m | |
Gorread | 18,42 km² | |
kemmañ ![]() |
Planiel (distaget: [plãˈniːɛl]) a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, e Treger.
DouaroniezhAozañ
War lez dehoù aber an Trev emañ Planiel. Kumunioù amezek : Pleuveur-Gaoter; Lezardrev; Plourivoù; Pleuzal; Pouldouran
AnvAozañ
- Régis de Saint-Jouan (1990) : "ecclesia de Plebedanielis war dro 1330. Ploedaniel, 1427. Pleudaniel, 8 C'hwevrer 1790".
- Bernard Tanguy (1992) : "Eccl. de Plebe Danielis, vers 1330; par. de Plebedanielis, 1389; Ploedaniel, 1427; Plouedaniel, 1444"
- Hervé Abalain (2000) : "Plebs Danielis vers 1330; cf. Ploudaniel et Trédaniel; Daniel vécut au Vè-VIè siècle)".
- Daniel Delattre (2004) : "Plebedanielis au XIV; Ploedaniel au XV."
Talvoudegezh : Plebis (= Pobl) + sant Daniel
ArdamezioùAozañ
n'ez eus ket
IstorAozañ
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 81 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,88 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [2].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas ugent den eus ar gumun abalamour d'ar brezel [3].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Tossen ar Vouden-Vras
- Diazezioù galian ha roman Traoun an Aod
- Iliz katolik Sant Pêr ha sant Paol, XVIIvet kantved, an nor eus 1688 a zo kizellet brav, a vije bet savet gant ur manac'h eus abati Boporzh.
- Chapel Penn al Lann
- Chapel Kergoul
- Chapel ar C'halvar
- Chapel sant Izidor
- Chapel sant Anton
- Chapel ha feunteun ar Gozh-Iliz a zo da welet dre ret. Lec'hiet e poull Kamarel war vord an Trev ha gouestlet d'an Itron Varia ha d'ar vartoloded marvet er mor. Ar 15 a viz Eost e vez lidet oferenn ar pardon war un aoter e-tal an Trev. Kalzik a ouestloù a vez graet da drugarekaat ar Werc'hez Vari a c'haller gwelet e chapel ar Gozh-Iliz. Ur feunteun zo ivez.
- Ur c'hantik brezhonek a vez kanet d'ar 15 a viz Eost: « Itron Varia ar Gozh-Iliz » en enor d' an Itron Varia, heñvel an ton anezhañ ouzh hini Itron Varia ar Feunteunioù, e Pontrev, ur 5km uhelocr'h war lez an Treñv.
- Maner Kerwennoù
- Maner Kernec'h-Riou
- Maner Boloi
- Maner Kerdeozer
- Maner Kergrist
- Kouldri Lan-Alan
- Milin-vor Traou-Meur
- Kavet ez eus bet e 1916 gant an aotrou Prijant kalzik a arrebeuri kañv e-kichen kêriadenn ar Ru.
- Ur c'hastell kreñv a zo bet savet e-kichen an Trev, perc'hennet gant ar Marichal de Richelieu. Distrujet eo bet e 1592.
- E kêriadenn Boloi e oa un iliz e 1163, met n'eus ket anezhi ken bremañ.
- Stal-labour poderezh Jean-Yves le Monnier e Porzh Ru.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
maer abaoe 2001: Didier Rogard, penn embregerezh.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol [4].
Darempredoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Béal Átha an Cheasaigh / Ballinhassig | 1999 |
TudAozañ
Familh Tournemine, | aotrounez Botloi | |
Familh Kernec'h-Riou | aotrounez al lec'h-se. Herri, bet tapet gant ar Sazon e Lomikael, e 1427; Alan, bet lazhet e-kerzh emgann Pontrev, e 1489; un abad sant Vaze e 1571 | |
Familh ar Park | ||
Familh Tromelin | ||
Ao. Marichal a Richelieu | aotrou Boloi |
LevrlennadurezhAozañ
Gwerzhet e vez ul levr-baleer en Ofis Touristerezh Beg-douar Lezardrev, hag a ginnig tro-vale Manati war gumun Planiel. Baleadennoù all a c’haller ober a-hed d’an Trev pe e Koad Boloi hag a zo pinvidik-tre ivez.
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936