Daniel Delaveau
Daniel Delaveau, ganet d'an 22 a viz Kerzu 1952 e Châlette-sur-Loing (Loiret) a zo ur politikour roazhonat, ezel eus ar Parti Socialiste.
Maer Sant-Jakez-al-Lann e oa bet etre 1989 ha 2007 ha kuzulier-departamant Il-ha-Gwilen etre 2001 ha 2008.
Dilennet e oa bet da vaer Roazhon d'an 22 a viz Meurzh 2008. Prezidant Roazhon Meurgêr e oa bet etre miz Ebrel 2008 ha miz Ebrel 2014. Evit an daou respet-se e teue war-lerc'h Edmond Hervé.
E bolitikerezh zo bet klask kreskiñ poblañs kêr, sevel tier nevez hag uheloc'h ha letioù evit mondianed en tier istorel, tostaat Roazhon ouzh Pariz(Daveoù a vank).
N'en deus ket lakaet e anv evit dilennadeg maer Roazhon e 2014[1]. Kemeret eo bet e lerc'h gant Nathalie Appéré d'ar 4 a viz Ebrel 2014.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ « Daniel Delaveau, le maire de Rennes, ne se représentera pas en 2014. », Ouest-France, 17 Kerzu 2012.