Jan Havickszoon Steen (Leiden, war-dro 1626 – beziet d'an 3 a viz C'hwevrer 1679) a oa ul livour izelvroat. Graet en deus tost da 800 taolenn a ziskouez buhez pemdeziek tud e amzer peurvuiañ, ha darn anezho da skeudenniñ ar vertuzioù. Bet eo o chom e Den Haag, Haarlem ha Leiden.

Emboltred, 1670
Emboltred o seniñ lud (1660-63)

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Jan Steen e 1626 e Leiden. Mab ur breser e oa. Breser ha livour e voe war-un-dro. Ar vicher livour a zeskas gant al livour alaman Nicolaes Knüpfer en Utrecht, hag e Haarlem gant Adriaen van Ostade, hag eñ livour ar vuhez war ar maezioù. Gant Dirck Hals e voe stummet ivez. E 1646 ez eas da skol-veur Leiden. E 1648 e voe Jan Steen unan eus krouerien Sint Lucas-Gilde an arzoù e Leiden. D'an 3 a viz Here 1649 e timezas gant Margriet („Grietje“), hag a oa c'hoar d'al livour gweledvaoù Jan van Goyen. E skorer e voe Jan Steen, hag e ti van Goyen e Den Haag edo o chom betek 1653. Meur a vugel a voe ganet : Thadaeus (badezet en iliz katolik Alten Molstraat, Den Haag d'ar 6 a viz C'hwevrer 1651); Eva, (badezet er memes iliz d'an am 12 a viz Kerzu 1653). Ne anavezer ket deiziad ganedigezh o zri bugel all : Cornelis, Catherine ha John. Adalek 1654 e veras Steen ar vreserezh De Roscam e Delft, met ne reas ket kalz berzh. Adalek 1654 ha betek tro 1656 edo o chom e Leiden en-dro. Eus 1656/1657 betek 1660 edo o chom e Warmond. Etre 1660 betek 1669/70 edo Steen o chom e Haarlem. D'ar mare-se e labouras kalz, hag e vo e penn un davarn ivez. E 1669 e varvas e wreg, hag e dad a varvas e 1670. E 1670 (pe e 1673) e timezas gant Maria van Egmont, hah hi intañvez e amezeg Herculens, hag a oa levrier. Daou vugel a voe ganet. Adalek ar mare-se ha betek dibenn e vuhez edo o chom e Leiden. E 1672 e voe aotreet da vezañ perc'henn war un davarn e Leiden. E 1674 e voe anvet da brezidant Sint Lucas-Gilde. Douaret e voe e bez e familh e Pieterskerk (Leiden) d'an 3 a viz C'hwevrer 1679.

E oberenn

kemmañ
 
Bugale o teskiñ d'ur c'hazh penaos dañsal. Rijksmuseum, Amsterdam

Ul livour speredek-tre ha leun a fent e oa. Spizh ha lemm eo e daolennoù. Livañ a reas taolennoù diazezet war ar Bibl dindan stumm taolennoù ar vuhez pemdez, hag e savboent flemmus a lakaas enno. Brudet eo e varregezh da daolenniñ ar gouloù hag e dech da livañ munudoù, evel a weler dreist-holl war an dilhad a livas. En ul lodenn eus e daolennoù e weler ivez e varregezh da implijout livioù kenglotus hag e vestroni beurvat eus teknik an amsked. Desket-tre e oa Steen, ha labourat a reas kalz a-benn lakaat fent en e daolennoù diwar-benn buhez tud vunut an Izelvroioù, poltredoù familh, taolennoù fentus o tiskouez buhez ar vugale, gweledvaoù ha poltredoù. Livañ a reas ivez tavarnioù buhezek, troioù-lavar ha skeudennadurioù. Ouzhpenn 800 taolenn a livas, n'eus nemet 350 anezho a zo bet dalc'het pe a zo anavezet. Ul lodenn eus e oberenn a c'haller gwelout e Rijksmuseum (Amsterdam), da skouer Gouel Sant Nikolaz, Gweladenn ar medisin, Kaoued ar perokeded, Ar skol-dañs, hag un daolenn a ziskouez an dro-lavar « Evel ma kan ar re gozh e c'hwiban ar re yaouank  ». Taolennoù all savet gantañ a zo brudet ivez, evel : Ar gouezvildi hag an oad, Sinañ ar gevrat eured, Gouel ar Rouaned, An Emgann tro-dro d'ar C'hoari, ha Liorzh an davarn.

Liamm diavaez

kemmañ

E daolennoù

kemmañ

E daolennoù a c'haller gwelout e Roll livadurioù Jan Steen.


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.