3 C'hwevrer
deiziad
(Adkaset eus 3 a viz C'hwevrer)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1790 : Breujoù Breizh torret da vat.
- 1830 : sinet protokol Londrez etre Frañs, Rusia hag ar Rouantelezh-Unanet a-benn gwarantiñ dizalc'hidigezh Gres.
- 1831 : aet Louis de Nemours, mab da Loeiz-Fulup Iañ, da roue ar Velgiz.
- 1930 : krouidigezh Strollad Komunour Vietnam e Hong Kong, gant Ho Chi Minh.
- 1954 : penn-kentañ sez Diên Biên Phu.
- 1985 : Desmond Tutu zo anvet da eskob e Suafrika, an eskob du kentañ er vro-se.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1734 : Yves Joseph de Kerguelen de Trémarec, moraer hag en deus roet e anv d'an Inizi Kergelenn.
- 1809 : Felix Mendelssohn Bartholdy, sonaozer ha pianoour alaman.
- 1874 : Gertrude Stein, skrivagnerez stadunanat.
- 1902 : Marc'harid Gourlaouen, sekretourez Skol Ober e-pad daou-ugent vloaz.
- 1909 : Simone Weil, prederourez c'hall.
- 1921 : Arzel Even, yezhour brezhonek ha krouer Hor Yezh e 1953.
- 1921 : Pêr Denez, emsaver, geriadurour ha skrivagner brezhonek.
- 1939 : Michael Cimino, den a sinema ha skrivagner stadunanat.
- 1947 : Paul Auster, skrivagner stadunanat.
- 1947 : Dave Davies, kaner-sonaozer ha soner gitar saoz, unan eus daou grouer ar strollad The Kinks.
- 1948 : Henning Mankell, skrivagner svedat.
- 1951 : Blaise Compaoré, politikour burkinabat bet prezidant e vro.
- 1961 : Colin McNab, mestrc'hoarier echedoù skosat.
- 1968 : Nolwenn Korbell, kanourez vrezhonek.
- 1983 : Gabriel Sarkisyan, mestrc'hoarier echedoù armeniat.
- 1990 : Nguyễn Ngọc Trường Sơn, mestrc'hoarier echedoù vietnamat.
Marvioù
kemmañ- 1451 : Murat II, sultan otoman.
- 1468 : Johannes Gutenberg, ijiner ar moullañ.
- 1867 : Maximilian zu Wied-Neuwied, ergerzher, etnologour, loenoniour ha naturour alaman.
- 1878 : Prosper Levot, istorour breizhat.
- 1881 : John Gould, bevoniour, evnoniour ha skeudennaouer saoz.
- 1922 : John Butler Yeats, livour iwerzhonat.
- 1924 : Woodrow Wilson, 28vet prezidant ar Stadoù Unanet.
- 1959 : Buddy Holly, gitarour ha kaner-sonaozer rock 'n' roll stadunanat.
- 1975 : Umm Kulthum, kanerez ejiptat.
- 1975 : Yann ar Gall, barzh ha skrivagner brezhonek.
- 2005 : Ernst Mayr, arbennigour alaman war ar vevoniezh, an evnoniezh hag ar genetik.
Lidoù
kemmañ- Katoliked:
- Sent an deiz :
- sant Bleaz, eskob en Armenia,
- sant Morvred, manac’h e Landevenneg (VIvet kantved),
- santez Ie, diazezerez Plouie,
- santez Gwerbourc’h, eus Kernev-Veur,
- santez Liza.
- Sent an deiz :
- Gouel an anv a Jezuz