Pentelloù
kumun Bro-C'hall
Pentelloù | ||
---|---|---|
![]() Ar porzh, war lez al Liger | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Le Pellerin | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Naoned | |
Kanton | Pentelloù (pennlec'h) betek 2015, Sant-Brewenn abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44120 | |
Kod post | 44640 | |
Maer Amzer gefridi | François Brillaud de Laujardière 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Naoned Meurgêr | |
Bro velestradurel | Tolpad-kêrioù Naoned | |
Lec'hienn web | www.ville-lepellerin.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 251 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 171 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 23 m bihanañ 0 m — brasañ 27 m | |
Gorread | 30,65 km² | |
kemmañ ![]() |
Pentelloù (Le Pellerin e galleg) a zo ur gumun a Vreizh, e Liger-Atlantel, war lez kreisteiz ar stêr Liger, e gevred ar vro. Pennlec'h Kanton Pentelloù edo betek 2015.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Stummoù kozh ː de Peregrino, 1030; Peregrinum, 1065[2].
ArdamezioùAozañ
|
IstorAozañ
- Kregin Sant-Jakez a weler war skoed Pentelloù. Gwechall e veze treuzet ar Stêr-Liger amañ gant pirc'hirined a yae da Gampostal.
Dispac'h GallAozañ
- Krouet e voe kumun Pentelloù e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Pentelloù hag e Bann Pembo. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Pembo[3].
XIXvet kantvedAozañ
Brezel 1870-1871Aozañ
- Mervel a reas seizh gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv [4].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- Mervel a reas 101 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,36% eus he foblañs e 1911[5].
Kemmoù ArondisamantAozañ
- 1926: lakaet e voe ar gumun en Arondisamant Sant-Nazer pa voe diskaret Arondisamant Pembo.
- 1976: lakaet e voe ar gumun en Arondisamant Naoned.
Eil brezel-bedAozañ
- Mervel a reas pevar den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[6].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: mervel a reas pevar milour eus ar gumun d’an 31 a viz Gouhere 1957 hervez monumant ar re varv[7].
XXIvet kantvedAozañ
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Sant-Brewenn pa voe diskaret Kanton Pentelloù e 2014[8].
BrezhonegAozañ
- Er fest Keltomania (pe Celtomania e galleg) e kemer perzh ar gumun bep bloaz. Aozet e vez abadennoù sonerezh pe diskouezadegoù arzourien vreizhat.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Kanol ar Martinière, pe kanol al Liger-Izel.
- Iliz katolik Gorroidigezh an Itron-Varia, savet e-kreiz an XIXvet kantved.
- E-kichen Pentelloù, war vord Kanol ar Martinière, e vez gwelet "Misconceivable", pe "ar vag pleget", un oberenn graet e 2007 gant Erwin Wurm, un arzour eus Aostria[9].
- Al levraoueg/mediaoueg George Sand, bet digoret d'an 23 a viz C'hewvrer 2008.
- Diskouezadegoù a bep seurt (livañ, kizellañ, h.a.) a vez aozet alies e-barzh ul lec'h anvet "ar Winêgrerezh" ("la Vinaigrerie" e galleg), a veze implijet gwechall-gozh gant tud a veze fardet gwinêgr ganto, ha goude-se gant ar besketaerien keurused.
Monumantoù ar re varvAozañ
- Brezel 1870-1871, luc’hskeudenn[10].
- Monumant ar re varv e brezelioù an XXvet kantved er vered, luc’hskeudenn[11] ha kartenn-bost [12].
ArmerzhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
- Joseph Fouché 1759-1820, duk Otrante, ur politikour, bet ganet en un ti er straed Aristide Bertreux.
- Adine Riom (Brobant), 1818-1899, skrivagnerez.
- Georges Judic (1899-1965), mab Francis Judic (maer er bloavezhioù 1930), ijiner hag embregour (mengleuzioù "Ville-au-Vay" ha "des Coteaux"), kuzuler jeneral kanton Pentelloù e penn bloavezhioù 1960. E anv zo bet roet d'ar poull-neuial kozh, Kae Provost.
Ar stang a zo e-barzh ar poull pri-gwenn zo anvet c'hoazh hiriv "stang Judic".
- Gaston Villainne, aotrou medisin ha maer Pentelloù e dibenn bloavezhioù 1970, hag a oa enep ar greizenn nukleel da zont.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Le Borgne
Aotrounez Vigneu, l'Hermitage, la Patoullière |
En argant e gab dentek en gul |
GevelliñAozañ
LevrlennadurAozañ
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ (fr)Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pentelloù
- ↑ (fr)Mémorial Genweb
- ↑ (fr)Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ (fr) Lec'hienn ar gumun
- ↑ (fr)Mémorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ (fr)Memorial Genweb
- ↑ Lec'hienn ar gumun
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) Lec'hienn an Ti-Kêr
- (br) Pentelloù war Geobreizh