Breizh
Breizh zo ur vro geltiek e kornôg Europa. Ur vroad eo ivez abaoe an IXvet kantved, pa oa unanet gant Nevenoe, he roue kentañ. Bretoned a vez graet eus he fobl.
Breizh | |
---|---|
![]() | |
Ger-stur Kentoc’h mervel eget bezañ saotret | |
Kan broadel Bro gozh ma zadoù | |
Melestradur | |
Kêr-benn | Naoned (istorel) Roazhon (melstradurel) |
Departamantoù | Aodoù-an-Arvor (22) Il-ha-Gwilen (35) Liger-Atlantel (44, istorel) Mor-Bihan (56) Penn-ar-Bed (29) |
Arondisamantoù | 15 |
Kantonioù | 201 |
Kumunioù | 1 268 |
Prezidant | Loïg Chesnais-Girard |
Douaroniezh | |
Gorread | 34 023 km² (istorel) 27 208 km²(melestradurel) |
Poblañs (2016) | 4 687 381 (istorel) 3 306 529 (melestradurel) |
Stankted | 138 (istorel) 122 (melestradurel) |
Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok bezañ enframmet e rouantelezh Bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep an arme c'hall en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Emren eo chomet Breizh betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamantoù.
Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit an daou drederenn eus he foblañs.
Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e kornôg Europa, etre Bro-C'hall hag an inizi breizhveuriat. War un tiriad strategel emañ, etre Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika. Un hin veurvorel he deus, neuze e vez dous ha gleb he goañvioù ha fresk he hañvioù daoust da vezañ tommoc'h gant tommadur an hin en XXIvet kantved.
Div rannvroAozañ
Evit ar poent eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel :
- Rannvro Breizh, ma kaver peder femvedenn eus ar vro istorel ; Roazhon eo kêr-benn velestradurel ar rannvro ;
- Broioù-al-Liger, m'emañ an departamant breizhek Liger-Atlantel hag an departamantoù gall Sarthe, Maine-et-Loire, Vañde ha Mayenne).
Naoned eo kêr-benn velestradurel ar rannvro – kêr-benn Breizh eo bet keit ha ma oa dizalc'h Breizh diouzh Bro-C'hall.
Unvan eo Breizh evit a sell ouzh ar justis, pa dalvez lez-c'halv Roazhon evit Breizh en he fezh.
Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel un unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus kement-se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ hag all), he yezhoù (ar brezhoneg hag ar gallaoueg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an Emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.
IstorAozañ
- Pennad pennañ : Istor Breizh
Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ en Europa da vare diskar an Impalaeriezh roman, met kavet ez eus bet roudoù niverus eus obererezhioù mab-den e takadoù tost d'an aodoù ha war an inizi peurvuiañ. Roudoù un tantad ken kozh ha 500 000 a vloavezhioù zo bet kavet e Ploeneg, ar re goshañ kavet en Europa. En enez Eusa ez eus bet meur a vonedonea gant annezidi a bep seurt abaoe hoalad an Neolitik. Etre 4 000 ha 1 200 kent J.K. e savas tud ne anavezer kalz a draoù diwar o fenn meur a savadur mein : peulvanoù, mein sonn, taolioù-maen hag alezioù toet. Sevenadur ar meurvein en em astennas war Europa a-bezh, met e Breizh e tizhas un diorren bras, seul vui m'eo roc'hellek-kenañ an douar.
DouaroniezhAozañ
Div bastell-vro vras zo e Breizh : Gorre-Breizh (Breizh-Uhel) ha Goueled-Breizh (Breizh-Izel).
PoblañsAozañ
Hervez an niveridigezh ofisiel diwezhañ e oa 4 687 381 a dud o chom e Breizh e 2016 (3 306 529 e Rannvro Breizh hag 1 380 852 Liger-Atlantel)[1], ar pezh a Breizh etre Zeland-Nevez (4 961 460 e 2018) ha Palestina (4 550 368 e 2014).
Kêrioù BreizhAozañ
Kêrioù Breizh hervez o foblañs (2016), diazezet war ar gumun | |
---|---|
|
|
YezhoùAozañ
Rannvro BreizhAozañ
Lod eus Breizh zo e rannvro Breizh. Implijout a ra ar rannvro-se an anv "Breizh" eta, met n'eo ket Breizh a-bezh.
Rannvro Broioù al LigerAozañ
Al lodenn all eus Breizh zo lec'hiet e rannvro Broioù-al-Liger (departamant al Liger-Atlantel).
Pennadoù karAozañ
Liammoù diavaezAozañ
NotennoùAozañ
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |