Banniel Breizh
Ar Gwenn-ha-du eo an anv a roer da vanniel Breizh. Ur banniel nevez a-walc'h eo en istor ar vro, p'eo bet savet war-dro ar bloaz 1923. Da galz koshoc'h avat e tenn an traoù a zo aet da sevel anezhañ, anezho arouezioù a zo bet graet ganto abaoe kantvedoù gant ar Vretoned. Bremañ eo deuet da vezañ arouez pennañ Breizh hag ar Vretoned. Brav eo da welet ha n'eus talvoudegezh politikel resis ebet ken gantañ. Gwelet a reer anezhañ bremañ ouzh talbennoù an tiez-kêr hag ar savadurioù ofisiel all ha dre ar bed-holl, dalc'het uhel er vann, gant ar Vrezhoned foeterien-bro.
Morvan Marchal, saver ar Gwenn-ha-du
kemmañAr Gwenn-ha-du a zo bet savet gant Morvan Marchal (1900-1963), un tisavour hag un emsaver politikel. Evitañ e oa ur banniel modern evit Breizh vodern. Gwelet e oa bet war di Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e 1925. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar Seizh Breur war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal.
Petra a dalvez ar Gwenn-ha-du?
kemmañEvit a sell e zoare hag e livioù eo ar Gwenn-ha-du ur banniel simpl hag eeun:
Ar brizhennoù erminig a ra dave da vanniel duged Breizh. Unnek eo an niver anezho. A-raok e lavared e oant diniver, da lavaret hep niver resis ebet. Ha lavaret e veze ivez e oa ret kaout brizhennoù troc'het ouzh ar bordoù (lavaret e vez, e gaou, "reizh ent-ardamezek"). Gwell eo chom hep ober gant an doare diwezhañ-mañ. En ardamezouriezh hengounel Breizh ne veze troc'het ar brizhennoù gwezh ebet. Bremañ e kaver 11 brizhenn eta, n'eus talvoudegezh ebet gant an niver-se, met war ar skeudennoù kozh eus ar grennamzer e weler alies bannieloù gant 11 brizhenn.
An nav bandenn a zo evit an nav bro istorel a ya da ober Breizh. Ar re wenn evit re Vreizh-Izel (pe an darn vrasañ anezho e Breizh-Izel: Gwened, Kernev, Leon, Treger), hag ar re zu evit re Vreizh-Uhel (pe an darn vrasañ anezho e Breizh-Uhel: Dol, Naoned, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Maloù). Klevet e vez anv alies eus "eskoptioù", met an eskoptioù kozh a oa diazezet war ar broioù da gentañ, met ne oa eskopti ebet a-gement a glote da 100% gant bro ebet.
Setu amañ displegadur ar banniel hervez Morvan Marchal e-unan: "E korn kleiz ar banniel, ur c'harter erminigoù diniver; nav bandenn keit-ha-keit du ha gwenn a bep eil, livioù kozh ha boas Breizh, a ziskouez: evit a sell ar re wenn, ar broioù brezhonek, Leon, Treger, Kernev ha Gwened, hag ar re zu ar broioù gallaouek, Roazhon, Naoned, Dol, Sant-Maloù ha Pentevr. Adlavaret a ran: ar banniel-se n'eus pal politikel ebet dezhañ, met un arouez modern eo evit Breizh. Evidon-me ez eo ur c'hendeuz aes da zegemer eus hengoun ar banniel erminiget plaen hag eus ur skeudenn eus liested Breizh".
Gant petra eo bet awenet ar Gwenn-ha-du?
kemmañE-kichen an displegadurioù-se e kreder ivez eo bet awenet Morvan Marchal gant elfennoù zo tennet eus arouezioù all.
- Livioù hag elfennoù istorel : gwenn ha du ha brizhennoù erminig, kement-mañ zo anat ha lavaret gantañ e-unan.
- Banniel ar Stadoù-Unanet (Stars and Stripes) pe hini Gres, a oa modern ha demokratel d'an ampoent, ar pezh eo c'hoazh pa weler ar berzh a ra e-mesk ar re gozh koulz hag ar re yaouank.
- Banniel kêr Roazhon : ar pezh n'eo ket hep abeg. An holl a oar eo bet awenet banniel ar Frañs gant livioù kêr Pariz, petra 'virje e vije bet levezonet banniel Breizh gant doare skoed unan eus he c'hêrioù-penn?
- Ur familh eus Iwerzhon a zo anvet Marshal. He skoed a denn kalz da hini ar Gwenn-ha-du. Un degouezh hepken e vije?
Ne c'heller bezañ sur eus hini ebet eus an teir martezeadenn diwezhañ, pa n'hon eus prouenn ebet war-eeun. Marteze a-walc'h ez eus bet hini pe hini, pe meur a hini marteze a-walc'h, hag en deus bet ul levezon bennak. Met ne c'hallimp biken gouzout moarvat.
Penaos en deus graet berzh ar Gwenn-ha-Du?
kemmañ- Er bloaz 1925 e oa ur Gwenn-ha-du e diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz.
- Er bloaz 1927 e oa degemeret ar Gwenn-ha-du da vanniel broadel gant an emsav politikel (Strollad an emrenerien da gentañ penn). Diwar neuze e vo degemeret ivez gant an emsavioù sevenadurel, hag ar c'hevredigezhioù lec'hel evel ar C'helc'hioù keltiek. Bannet e veze ar Gwenn ha du e penn an dibunadegoù. Kavet e vez meneg eus ar Gwenn-ha-du er studiadennoù veksillologiezh etrebroadel, er mare-se.
- Er bloaz 1937 ez eus ur Gwenn-ha-du war di Breizh en Diskouezadeg etrebroadel e Pariz gouestlet d'an "Arzoù hag an teknikoù er vuhez vodern". E penn an ti-se e oa Charles Couësnon.
- Berzet e oa bet ar banniel-se meur a wech gant ar Stad c'hall na felle ket dezhi gwelet Breizh o tihuniñ, ha n'eo nemet e-kerzh ar bloavezhioù '60 e vo gwelet mui-ouzh-mui bannieloù Gwenn-ha-du un tammig dre-holl gant nebeut-ouzh-nebeut a ziaesterioù.
- Gant freuz ha reuz diwezh ar bloavezhioù 60 (diskrogoù-labour ar vicherourien hag ar studierien, dihun ar stourmoù e Breizh...) e weler ar Gwenn-ha-du oc'h ober berzh (gwelet e vo evel-se gwintet e beg korzenn Iliz-veur an Itron-Varia e Pariz e 1972).
- Tamm ha tamm e tihun ar Vretoned, mui-ouzh-mui e vezont sachet gant o sevenadur. Bremañ en deus kavet ar Gwenn ha du e lec'h ouzh talbennoù an tiez-kêr hag ar c'huzulioù-departamant (hini Liger-Atlantel en o zouez evit diskouez mat emañ e Breizh), pe Kuzul-rannvro Breizh. Dispaket e vez e-kerzh manifestadegoù hag abadennoù a bep seurt.
- Abaoe miz Ebrel 2009 emañ war blakennoù marilh ar c'hirri eus Rannvro Breizh. Ur stourm a vez renet evit ma vo degemeret ivez evit al Liger-Atlantel.
- E 2018 e lavar ur c'hlasker e oa bet douget ur gwenn-ha-du gant ur soudard e dilestradeg ar 6 a viz Mezheven 1944 : http://www.letelegramme.fr/bretagne/histoire-un-gwenn-ha-du-au-debarquement-03-06-2018-11980689.php?cx_tag=trend&cx_navSource=CxRecPourVous&cx_artPos=1#cxrecs_s
Bannieloù Breizh istorel ha orin arouezioù ar vro
kemmañBannieloù kentañ
kemmañN'eus mammenn ebet a ginnig ar bannieloù implijet gant ar rouaned hag an duked eus Breizh a-raok an XIvet kantved. An dave kentañ o c'hinnig ur banniel a zo kavet e-barzh Kan Roland hag a veneg ur banniel "gwer gant seizh sant Breizh" hag a vije bet gwerniet e fin ar Grennamzer Uhel.
Hervez Divi Kervella e veze gwerniet gant rouaned Breizh en IXvet kantved ur banniel gwenn gant ur vandenn ruz, a vije bet un eeunadur eus an Aerouant ruz a veze gwerniet gant ar Vrezhoned ha miret gant ar Gembreiz hiziv c'hoazh. Deuet eo ar soñj-se dezhañ diwar ur mignadur ha diwar bannieloù kozh Egineg ha Lanneur, ha niver bras degouezhioù an daou liv-mañ war skoedoù pennoù-bras e-kichen an Duked.
Skoed an tiegezh Dreux
kemmañPêr Dreux, abalamour d'e oa an eil henañ eus e familh, a ranke lakaat un aezhenn war skoed e diegezh. Peogwir e zlee mont da veleg en devoe dibabet lakaat ur c'hrennbalefarzh gant erminiged.
Levrioù
kemmañ- Divi Kervella, Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, 2005, ISBN 2-84346-044-1
- Divi Kervella ha Mikael Bodlore-Penlaez, Guide des drapeaux bretons et celtes, Yoran Embanner, 2008. ISBN 978-2-916579-12-2.
- Philippe Rault, Les drapeaux bretons de 1188 à nos jours, Coop Breizh, ISBN 2-84346-034-4.
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Bannieloù Breizh, kement tra a ouzer diwar-benn bannieloù Breizh (e Brezhoneg)
- Difennet diskouez ar Gwenn-ha-Du e Gwengamp
- John Kerry gwisket gant ur rochedig marc'hhouarner warni ar gwenn-ha-du [[1]]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |