Reuz
kumun Il-ha-Gwilen
Reuz | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Le Roe | |
Anv gallek (ofisiel) | Le Rheu | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Reuz (pennlec'h) | |
Kod kumun | 35240 | |
Kod post | 35650 | |
Maer Amzer gefridi | Chantal Pétard-Voisin 2022-2026 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | www.lerheu.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 9 247 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 311 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ 18 m — brasañ 48 m | |
Gorread | 29,76 km² | |
kemmañ ![]() |
Reuz zo ur gumun e Breizh, e Bro-Roazhon, er C'hornôg-Mervent da gêr Roazhon, en hanternoz d'ar stêr Gwilun, war-lez an hent a gas eus Roazhon d'an Oriant.
DouaroniezhAozañ
Tri lec'h poblet zo er gumun : kreiz-kêr Reuz, kêriadenn Lanneier Apigné er Reter, ha bourk Menieg-Roazhon er Su (ur gumun gozh staget ouzh Reuz e 1965).
Ar Gwilen a ra an harz gant Roazhon, ar Flûme gant Gwezin ha Pazieg. Gwazh al Lindon a dreuz ar gumun.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː de Rodo, 1279; Le Rou, 1388
ArdamezioùAozañ
En argant e dreustell en gul eilet gant teir ferenn en sabel, tanet en gul ; e vevenn kenframmet a ugent dremmad etre sabel hag aour. Tiegezh Appigné ; siell eus 1285. |
IstorAozañ
KrennamzerAozañ
- Krouet e voe ur prioldi gant Aotrouion Apigné e 1268 e kastell La Priouté[2].
- Meneget e voe parrez Menieg e 1279[2].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 50 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,95 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bedAozañ
- Pemp den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[3].
- D'ar 15 a viz Genver 1943 e stokas daou garr-nij Mosquito FBIV eus ar 105 Squadron eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) an eil ouzh egile er Reuz ; an eil, marilhet DZ413 ha kodet K-GB, e "La Jouaudière" ha "Les Champs Férées" e "Lanneier Apigneg" gant daou nijour kanadian (Royal Canadian Air Force) war vourzh, hag egile, marilhet DZ365 ha kodet V-GB, e "Launay " e Menieg-Roazhon gant daou nijour breizhveuriat war vourzh; lazhet e voent o-fevar, ur C'hanadian a voe douaret e Bretteville-sur-Laize (Calvados, Bro-C'hall), an tri nijour all e Bered ar Reter e Roazhon[4].
- D'an 23 a viz Gwenholon 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F (marilhet 42-29937 ha kodet FR-C) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er "Genkiz" e Menieg-Roazhon (kumun a-wechall bet staget ouzh Reuz e 1965); tri nijour eus e laz a zeuas a-benn da achap, met unan anezhe a voe tapet e Toloza e miz Here 1943, ar seizh milour all a voe tapet gant an Alamaned[5].
- D'an 12 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez Messerschmitt Bf 109-G6 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e "Le Bas Mée" e Reuz ; ne voe ket adkavet he sturier[6].
- D'an 28 a viz Mae 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Lancaster III marilhet ND814 ha kodet 60-T eus ar 582nd Squadron eus ar Royal New Zealand Air Force (aerlu Zeland-Nevez) e "Les Ponts de Chancors" e Menieg-Roazhon ivez gant seizh nijour war vourzh ; lazhet e voent holl ; e Bered ar Reter e Roazhon e voent sebeliet[4],[7].
KendeuziñAozañ
- Staget e voe kumun Moigné ouzh kumun Reuz.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
|
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1790 | 1792 | François Guérin | ||
1792 | 1795 | Claude Dorvo | ||
1795 | 1799 | Limeul | ||
1799 | 1799 | Pierre Jouan | ||
1799 | 1802 | Pierre Garnier | ||
1802 | 1808 | Florent Limeul | ||
1808 | 1829 | Jean-Baptiste Delisle | ||
1829 | 1830 | Jean Guérin | ||
1830 | 1832 | Brunetière | ||
1832 | 1857 | Jean-Baptiste Milon | ||
1857 | 1874 | Jean-Marie Bourgeault | ||
1874 | 1876 | Jean-Marie Dolivet | ||
1876 | 1876 | Louis Bouteloup | ||
1876 | 1904 | Albert de Freslon | ||
1904 | 1916 | Pierre de Freslon | ||
1916 | 1919 | Jean-Marie Roullé | ||
1919[9] | 1935 | Henry de Freslon | Dehoù-diseurt | |
1935 | 1953 | Hippolyte du Boisbaudry | Dehoù-diseurt | |
1953 | 1971 | Jean Châtel | UDF | Kuzulier-departamant (1964-1988) |
1972 | 1995 | Jean Auvergne | MRG | |
1995 | 2001 | Gérard Pourchet | UDF | |
Meurzh 2001 | 11 a viz Ebrel 2015 | Jean-Luc Chenut | PS | Kuzulier-departamant (abaoe 2008) |
11 Ebrel 2015 | 4 Gouere 2022 | Michaël Bouloux[10] | PS | Kannad (abaoe 2022) |
4 Gouere 2022 | → bremañ | Chantal Pétard-Voisin[11] | PS | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
SkolioùAozañ
Buhez sevenadurel ha sportelAozañ
Brudet eo en tolead dre
BrezhonegAozañ
TudAozañ
Ardamezeg ar familhoùAozañ
d'Acigné Aotrounez la Motte-au-Vicomte En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
(PPC) | |
d'Appigné
Aotrounez al lerc'h se, e Reuz En arc'hant e per en sabel (PPC) | |
le Bart,
Aotrounez la Jaunaye ha Méjusseaume En glazur e leonparzh en argant (PPC) | |
de Coëtlogon
Aotrounez Motte-au-Vicomte; beskonted Méjusseaume e 1570 En gul e zri skoedig en erminoù (PPC) |
GevelliñAozañ
Gevellet emañ ar gumun gant :
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 Infobretagne
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ 4,0 ha4,1 Kolloù an RAF
- ↑ Kolloù an USAAF
- ↑ Kolloù al Luftwaffe
- ↑ 28 MAI 1944 Bezioù an nijourion
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Les élections des maires : arrondissement de Rennes, L'Ouest-Éclair, 11 Kerzu 1919, niv. 7269.
- ↑ (fr) « Michaël Bouloux, nouveau maire, succède à Jean-Luc Chenut », Ouest-France, 13 a viz Ebrel 2015.
- ↑ (fr) « Le Rheu. Chantal Pétard-Voisin, nouvelle maire de la commune », Ouest-France, 4 a viz Gouere 2022.
- ↑ Ouest-France 21/05/2011
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890