Rouantelezh-Unanet

(Adkaset eus Breizhveuriat)

Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, anvet ar Rouantelezh-Unanet peurliesañ, zo ur Stad europat dizalc’h bet krouet e 1801. Breizh-Veur (enni Bro-Saoz, Bro-Skos, Kembre ha Norzhiwerzhon a ya d’hec’h ober ; ur gontelezh e Bro-Saoz ez eo Kerne-Veur). An darn vrasañ he ziriad zo tost diouzh aodoù gwalarn Europa ha tro-dro dezhi emañ Mor an Hanternoz, Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel.

  • Notenn : arabat eo droukkemer ar Rouantelezh-Unanet gant Bro-Saoz, unan eus ar broadoù pennañ a ya d’hec’h ober, na gant Breizh-Veur, an enezenn bennañ.
United Kingdom

of Great Britain

and Northern Ireland

Banniel ar Rouantelezh-Unanet Ardamezioù ar R-U
Banniel Ardamezioù
Kan broadel

God Save the King


Kêr-benn Londrez
Yezh ofisiel hini ebet
Yezh pennañ Saozneg
Yezhoù anzavet Gouezeleg Skos

Iwerzhoneg

Kembraeg

Kerneveureg

Skoteg


Penn ar Stad Charles III
Penn ar gouarnamant Keir Starmer

Gorread

• En holl

• Douar

• Dour


243 610 km²

241 930km²

1 680 km²


Poblañs (2021)

• Hollad

•Stankder


66 960 900

275


Moneiz Pound Sterling
(£ ; GBP)
Kod pellgomz 44
Kod Internet .uk

Ensavadurioù

kemmañ

Daoust d’ar pezh a greder alies he deus ar Rouantelezh-Unanet ur Vonreizh. Hogen n’emañ ket-houmañ, e stumm un dastumad berr ha kempoell a velladoù, evel ma voe diwanet diwar skridoù prederourien c’hall an {{XVIIIvet kanved]] (Montesquieu pergen), hag evel m’eo savet lodenn vrasañ ar bonreizhoù hiziv an deiz er bed. An degouezh-mañ zo boutin a-walc'h evit skridoù bet embannet a-hed an Istor (Karta Veur e 1215, Disklêriadur ar Gwirioù e 1689 hag all).

Ur rouantelezh parlamantel eo ar Rouantelezh-Unanet : ur roue pe ur rouanez a vez laket e Penn ar Stad. Arouezius pe lidel eo e c’halloudoù. An Tevezeg, dezhañ da anv "Kentañ Ministr" (Prime Minister), eo rener gwirion ar galloud oberiañ. Emañ hemañ lakaet e penn ar Gouarnamant, ha bepred e vez anvet d'ar post-se, gant ar roue, an den a zo e penn ar strollad politikel aet gantañ an trec’h da vouezhiadeg ziwezhañ da Di ar C’humunioù (House of Commons).

Rannet e div gambr eo ar Parlamant Breizhvreurat : c’hoarvezout a ra eus Ti ar C’humunioù, dilennet d’ar mouezhiañ hollek evit 5 bloaz, ha (House of Lords), ennañ tud o tont eus familhoù brientin.

Tri sistem lezennoù diforc’h zo er Rouantelezh-Unanet : al Lezenn saoz (English Law), a vez lakaet da dalvezout e Bro-Saoz hag e Kembre, al Lezenn norzhiwerzhonat (Northern Ireland Law) evit Norzhiwerzhon, hag al Lezenn skosat, ur sistem kemmesket diazezet war pennaennoù ar c’hommon laws hag ar civil laws, evit Bro-Skos. An Akta Unaniezh, bet sinet e 1707, a warant sistem lezennoù distag hag emren evit Bro-Skos.

Hous of lords eo al lez uhelañ evit barn ar vuntrerien hag an dorfedourien e Bro-Saoz, Kembre ha Norzhiwerzhon, hag evit barn an dorfedourien hepken e Bro-Skos.

Kemmoù nevez zo bet degaset nevez zo er Vonreizh hag e-se e vo treuzkaset galloudoù Ti an hous of lords da Lez uhelañ ar Rouantelezh-Unanet.

Strolladoù politikel

kemmañ

Daoustrollad zo e Parlamant Breizh-Veur : daou strollad pennañ a zeu lerc’h-ouzh-lerc’h evit kas da benn ha sturiañ ar galloud :

Ouzhpenn d'an daou strollad-se — e kaver strolladoù arbennik Kernev-Veur, Kembre, Manav, Bro-Skos ha Norzhiwerzhon — strolladoù ha n’eo ket dister o levezon :

Lec'hiadur en darempredoù etrebroadel

kemmañ

Ezel eo ar Rouantelezh-Unanet eus Kuzul Europa, ar G8, ar G20, ABU, an AFNA, ar C’hommonwealth hag AESD. Ar galloud nukleel zo gant ar RU, e-se eo ivez ur galloud milourel kreñv war tachenn ar bed, ha n'eo ket dister, p'eo bet gouest da zelc'her penn ouzh Alamagn nazi e 1940-45 ha kas meur a rejimant da vrezelioù Irak e 1991 ha 2003.

Levezon bras he deus bet gwechall, ar Rouantelezh-Unanet er bed a bezh, bet e-pad pell an Impalaeriezh Breizhveuriat bet ur reizhad trevadennelour, abalamour dezho ma vez komzet saozneg e meur a vro dreist-holl ha dre m’he deus darempredoù start gant Stadoù-Unanet Amerika. Ki bihan SUA int abaoe an eil brezel bed, evit brezel an Irak int aet ganto a-enep da Sadam Usein.

Adrannoù

kemmañ

Peder rann a ya d’ober ar Rouantelezh-Unanet. Alies e vez graet Home nations ("Broadoù orin") pe "Broioù bonreizhañ" anezho.

Rannet e vez pep broad gant ar gouarnamantoù lec’hel. Envel a ra an unpenn ul Letanant-Lord evit dileuriañ anezhi en takadoù diforc’h dibar a-dreuz ar Rouantelezh. En daolenn amañ dindan emañ deskrivet buan ar peder bro vonreizhañ.

Bro Kêr-benn Poblañs (2021) Gorread
  Bro-Saoz Londrez 55 919 495 126 832 km²
  Bro-Skos Dinedin 5 463 300 88,782 km²
  Kembre Kerdiz 3 107 500 20,779 km²
Norzhiwerzhon Béal Feirste 1 900 300 13,843 km²
  Kernev-Veur Truru 570 305 3,563 km²

Tiriadoù er bed

kemmañ

An Tiriadoù breizhveurat tramor zo anezho tiriadoù dindan aotrouniezh ha reolerezh furmel ar Rouantelez-Unanet, met ned eont ket d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh he-unan.

Manav, beliezh Jerzenez ha beliezh Gwernenez n’int ket lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet ; bez’ emaint e dalc’h ar Gurunenn Saoz.

 

Douaroniezh

kemmañ

Ur blaenenn eo lodenn vrasañ Bro-Saoz ha n’eo ket gwall uhel, rannet a reter da gornôg gant un takad meneziekoc’h. An Thames (346 km) hag ar stêr Severn (354 km) eo an div stêr bennañ er Rouantelezh. Hirañ stêr ar Rouantelezh eo ar Severn. E-kichenik Dover emañ ar riboul dindan Mor Breizh a liamm Breizh-Veur ouzh Frañs.

N’eus ket a gernioù a yafe en tu-hont da 1 000 m e Bro-Saoz. Ar Scafell Pike, 978 m a uhelder eo ar vegenn uhelañ  ; el Lake District, e Cumbria emañ lec'hiet.

Liesseurt eo douaroniezh Bro-Skos, gant (lowlands) broioù izel er su hag uheldirioù (highlands) en norzh hag er c’hornôg. Ar menez Beinn Nibheis (1 343 m) eo al lec’h uhelañ kement e Bro-Skos hag er Rouantelezh-Unanet.

Brec’hioù hir ha don ya da sankañ en he douaroù. Tost 800 enezenn zo e Bro-Skos. An darn vrasañ anezho zo e kornôg hag e norzh ar vro. En o zouez emañ an inizi Gall, Inizi Orc'h hag inizi Sealtainn. Daoust m’eo Dinedin (zinedin) kêr-benn Bro-Skos, ur gêr puilh karget gant istor eo hag e kaver ur savouriezh meinek heverk enni. Glaschu (glazgow) avat eo ar gêr pennañ er vro.

Kembre zo ur vro a zo stank ar menezioù enni. Yr Wyddfa ( 1085 m) eo ar vegenn uhelañ anezhi. Caerdydd, (Kaerdewi) ar gêrbenn lec'hiet e su ar vro, eo ar gêr vrashañ, ma vev kalzig a dud eno. Darn vrasañ ar bolañs zo o chom e su Kembre, dreist-holl er c’hêrioù evel Abertawe, Casnewydd ha Caerdydd. Wrecsam eo ar gêr vrasañ en norzh. Ur mirdi istorel war glad Kembre zo e Kaediz.

Norzhiwerwhon zo anezhi ur vro a zo stank an torgennoù enni. Ar c’hêrioù pennañ zo Béal Feirste, Doire hag Ard Mhacha. Ar broviñs-se a ya d’ober ul lodenn eus ar Rouantelezh-Unanet. Loch nEathach (388 km²) eo al lenn vrasañ en inizi breizhveuriat. Al lenn zo war-dro 30 kilometr er mervent da Véal Feirste. Sliabh Dónairt (849 m) eo ar vegenn uhelañ e Norzhiwerzhon.

Krediñ a reer e vefe war-dro 1 000 enezenn er Rouantelezh-Unanet ; hag un 800 bennak anezho e Bro-Skos. Chomet disaotr ha naturel eo darn vrasañ an inizi-se ; lod anezho koulskoude zo bet krouet gant Mab-den diazezet int war mein ha koad.

Da geñveriañ, evidomp da gaout ur soñj, gorread ar Rouantelezh-Unanet zo ken bras pe dost hag hini Roumania, Ecuador, Ghana hag Ouganda zoken.

Armerzh

kemmañ

Dioreet-mat eo an trede gennad, ar c'henwerzh pergen, gant chadennoù gourmarc'hadoù ledet-mat dre ar vro, evel Tesco, Sainsbury's, Asda ha Morrisons.

Poblañsouriezh

kemmañ


Sevenadur

kemmañ

N'eus yezh ofisiel ebet er Rouantelezh-Unanet ; ar saozneg eo de facto. Ar yezhoù rannvroel anavezet eo :

En o frankiz emañ ar melestradurioù lec’hel da implijout yezhoù an enbroidi pe yezhoù all dibabet ganto ha diouzh an dud a zo o chom en o fastell-vro.

Ar vro gentañ eo bet oc’h embann timbroù-post e 1840 ; ar Penny Black eo an anv an timbr kentañ.

Gouelioù ha deizioù-gouel
Deiziad Anv brezhonek Anv saoznek Evezhiadennoù
1 Genver Deiz kentañ ar bloaz New Year's Day Un deiz-gouel eo deiz kentañ ar bloaz e pep lec’h
2 Genver Eil devezh kentañ ar bloaz January 2nd Holiday E Skos hepken ez eo an eil deiz kentañ ar bloaz un deiz-gouel.
17 Meurzh Sant Padrig St Patrick's Day Deiz-gouel e Norzhiwerzhon hepken
Deiz gouel Pask a lider d’ar Sul kentañ goude loargann ar gedez nevezamzer.
Gwener a-raok Sul-Fask.
Gwener-ar-Groaz Good Friday Kroazstagadenn Jezuz-Krist
Lun goude Sul Fask. Lun Fask Easter Monday Dasorc’hidigezh Jezuz-Krist (ne vez ket lidet e Skos)
Lun kentañ eus miz Mae 1 Mae May Day Lidañ a reer anezhañ d’ar 1a viz Mae da gustum.
Lun diwezhañ eus miz Mae pe Lun kentañ eus miz Mezheven Deiz-gouel an nevezamzer Spring Bank Holiday Lun ar Pantekost da gustum
12 Gouere Emgann ar Bóinn Battle of the Boyne / Orangemen's Holiday Deiz-gouel (e Norzhiwerzhon hepken)
Lun kentañ eus miz Eost Deiz-gouel an hañv Summer Bank Holiday Deiz hengounel (e Skos hepken)
Lun diwezhañ eus miz Eost Deiz diwezhañ an hañv Summer Bank Holiday Deiz hengounel (e pep lec’h nemet e Skos)
25 Kerzu Nedeleg Christmas Day Ganedigezh Jezuz-Krist
26 Kerzu An deiz goude Nedeleg Boxing Day

Ar BBC (British Broadcasting Corporation), er Rouantelezh-Unanet, a bled war un dro gant ar BBC Television hag ar BBC Radio. Chadennoù all zo koulskoude, evel ITV ha Channel 4 evit ar skinwel, ha meur a chadenn brevez evit ar skingomz.

Kelaouennoù pennañ ar Rouantelezh-Unanet eo The Times ha The Guardian.

Pellgehentiñ

kemmañ

Gant ar Royal Mail e vez asuret treuzkas al lizheroù. British Telecom eo an embregerezh istorel a ra war dro ar c'hehentiñ dre pellgomz ; kompagnunezhioù all zo.

Kehentiñ

kemmañ

Stank-tre eo sistem an hentoù ha gourhentoù, kreizennet emañ e meur a geñver en-dro da Londrez. Abaoe m'eo bet privatized British Rail e vez meret rouedad an hentoù-houarn gant meur a embregerezh disheñvel, (un tammig evel ar mare a-raok unaniezh ar sistem metrek, bet diazezet gant Napoleon).

British Airways eo kompagnunezh pennañ an aerlinennoù.

Anvioù kefridiel

kemmañ
  • United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland (saozneg)

Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver a anavez ar c’hembraeg, ar skoseg, an iwerzhoneg, ar c’herneveureg hag ar skoteg evel yezhoù rannvroel ar Rouantelezh-Unanet hag an anvioù kefridiel a zo roet dezho zo :

  • Teyrnas Unedig Prydain Fawr a Gogledd Iwerddon (kembraeg) ;
  • An Rìoghachd Aonaichte na Breatainn Mhòr agus Eirinn a Tuath (skoseg) ;
  • Ríocht Aontaithe na Breataine Móire agus Thuaisceart Éireann (iwerzhoneg) ;
  • An Rywvaneth Unys a Vreten Veur hag Iwerdhon Glédh (kerneveureg) ;
  • Unitit Kinrick o Great Breetain an Northren Ireland (skoteg).

Liammoù diavaez

kemmañ