Strollad Mirour (R.U.)
Ar Conservative Party (e saozneg; ent-ofisiel: Conservative and Unionist Party).

Krouet e voe e 1834, war-lerc'h ar Strollad Tory en XVIIIvet kantved ha XIXvet kantved. Ur strollad politikel eus an tu dehoù, pe dehoù kreiz eo. Abaoe krouidigezh ar strollad e chom unan eus an daou re pennañ er Rouantelezh Unanet. E-penn kentañ gant ar Strollad Frankizour ha goude 1920 gant Strollad al Labour pe strollad al labourerien.
E-pad an XXvet kantved ez eus bet 57 vloaz gant kentañ ministred eus ar strollad-se: e-touez ar re vrudetañ emañ Winston Churchill (eus 1940 betek 1945, hag adal 1951 betek 1955) ha Margaret Thatcher (adal 1979 betek 1990).
Abaoe an 13 a viz Gouere 2016 emañ Theresa May e penn ar strollad, ha deuet eo-hi da vezañ kentañ ministr e-lec'h David Cameron.