Theresa May
Theresa Mary May (Brasier he anv plac'h yaouank ; bet ganet en Eastbourne, Sussex d'ar 1añ a viz Here 1956) zo ur bolitikerez saoz. Kentañ Ministr Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon eo bet etre miz Gouere 2016 ha miz Gouere 2019. Kannadez pastell-vro Maidenhead eo e Ti ar C'humunioù, abaoe 1997.
Dilennet e voe e penn ar Strollad Mirour d'an 11 a viz Gouere 2016 ha dre-se e oa bet anvet da Gentañ ministr war-lec'h David Cameron daou zevezh goude, d'an 13 a viz Gouere.
Klask lakaat ar Brexit e pleustr eo bet he labour pennañ met n'eo ket deuet a-benn, strobet ma'z eo bet gant dilennidi he strollad dreist-holl.
D'ar 24 a viz Mae 2019 ez embannas e roje he dilez eus penn ar strollad, da dalvezout d'ar 7 a viz Even ; chom a raje gant he c'harg a Gentañ ministr betek ma vije choazet unan nevez goude dilennadeg ar strollad mirour e miz Gouhere 2019.
En he raok : David Cameron |
Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet ![]() Gouere 2016 – Gouere 2019 |
War he lerc'h : Boris Johnson |