Morvan Marchal
Morvan Marchal, Maurice Charles Marchal en ti-kêr, ganet d'an 31 a viz Gouhere 1900 e Gwitreg ha marvet d'an 13 a viz Eost 1963 e Pariz, a oa un tisavour hag un emsaver politikel breton, unan eus diazezerien Strollad Rannvroelourien Breiz hag e gelaouenn, Breiz Atao. Ezel eo bet eus Unvaniez ar Seiz Breur. Brudet eo evel krouer banniel Breizh modern, ar Gwenn-ha-Du, e 1923. E dibenn e vuhez en em troas daved an drouizelezh.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Maurice |
Anv-familh | Marchal |
Lesanv | Morvan Marchal |
Deiziad ganedigezh | 31 Gou 1900 |
Lec'h ganedigezh | Gwitreg |
Deiziad ar marv | 13 Eos 1963 |
Lec'h ar marv | Lariboisière Hospital |
Lec'h douaridigezh | Kastell-Geron |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Penalty | indignité nationale |
Micher | arkitektour, publisher, pundit, skrivagner |
Implijer | School of Fine Arts of Rennes |
Bet war ar studi e | School of Fine Arts of Rennes |
Bet studier da | Emmanuel Le Ray |
Strollad politikel | Strollad Emrenerien Vreiz |
Perzhiad e | emsav |
Oberenn heverk | banniel Breizh |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Buhez
kemmañMab e oa d'un enbroed gall, Joseph Victor Marchal, ganet e 1874 e Gérardmer e departamant ar Vosges.
Goude studioù war an Arzoù e Roazhon e tapas an eil renk e kenstrivadeg Priz Roma e 1924. A-raok ez emezelas en Unvaniez ar Seiz Breur hag e 1923 e kinnigas "ur banniel modern evit Breizh vodern", ar Gwenn-ha-Du. Gwelet e voe war tal Ti Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e 1925 ha berzh bras a reas ken eo deuet hollvrudet ar banniel. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar "Seiz Breur" war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal.
Oberiant e voe en Eil Emsav, met e 1935 e tilojas evit staliañ e Laval e guzulva tisavour. E Skol an Arzoù-Kaer Roazhon en doe tu da zistreiñ evel kelenner war an tisavouriezh. E-pad an Eil-Brezel-bed e tiskouezas bezañ a-du kreñv gant an Alamaned hag e voe paket e-barzh ar Garzhadeg ken e voe rediet chañch micher ha labourat evit Gaz de France e rannvro Pariz.
Klañv ha nammet e oa e dibenn e vuhez. E Pariz e voe beziet goude e varv e 1963 ; tremen tregont vloaz diwezhatoc'h, e 1997 e voe treuzkaset e relegoù da Gastell-Geron m'emañ margav ar familh.
Obererezh politikel
kemmañE-touez diazezerien Strollad Rannvroelourien Breiz hag e gelaouenn Breiz Atao e 1919 eo bet, hag eñ studier e Skol an Arzoù-Ker, e Roazhon.
Dre vras, termenet eo bet obererezh politikel M. Marchal evel ur saviad war an tu-kleiz hag an tu kreveadelour. Gant Morvan Duhamel e kemeras penn Strollad Emrenourien Breizh e Kendalc'h Kastellin e 1928. Er c'huzul-ren e oa pa oa bet savet ar strollad e Gwengolo 1927 hag e voe lakaet da kengadoriad. Eñ eo a tegasas gwirioù implij an titl Breiz Atao d'ar strollad. Emezelañ a reas er frañmasonerezh e tro ar bloavezioù-se[1]. Goude an disoc'hoù dister a dapas ar strollad e dilennadegoù 1930, Maurice Duhamel hag eñ a roas o tilezioù e 1931. Goude beza~~bet unan eus diazezerien Breiz kevredadel e Eost 1931, e tilezas eus outi a-benn nebeud amzer. Dilezel a reas ivez an ober politikel brezhon hag e roas e anv d'ar Strollad Radikal-Sokialour[2].
Ne voe anv mui anezhañ war an dachenn bolitikel a-raok ar bloavezhioù 1940, pa roas e anv d'ar Rassemblement national populaire renet gant Marcel Déat, ur politikour gall entanet gant ar c'henlabourat gant an nazied. Pennadoù a skrivas e kelaouenn ar strollad, darn anezho gant mennozhioù enepyuzev.
Goude an Dieubidigezh e voe kaset dirak al lez-varn ha tamallet e voe dezhañ bezañ bet o taremprediñ ar Sicherheitdienst, Servij Surentez ar polis nazi, e Roazhon ha miret liammoù strizh gant Olier Mordrel.
Didamallet e voe dre destoù un nebeud frañmasoned a zisplegas e oa bet dindan urzhioù ar Rezistañs pa oa o c'henlabourat gant an Alamaned. Koulskoude e tapas pemzek bloavezh a zizenor broadel a viras outañ kendalc'h gant e vicher ; digounaet e voe e 1951.
E 1961 ez emezelas er MOB, Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne.
Drouizelezh
kemmañE 1942 e teu ar gelaouenn c'hallek Nemeton er-maez ha Morvan Marchal (an drouiz "Artunovios") ha Rafig Tullou (an drouiz "Neven Lewarc'h") en he penn. Klask a rejont ar skridaozerien da ledana~ur speredelezh keltiek ha norzhek enebet da hini ar Mor Kreisdouarel hag hini r Yuzevien. Ne voe nemet pemp niverenn.
Enorioù
kemmañUr straed war e anv zo e Gwitreg.
Levrlennadur
kemmañ- Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire historique et critique, Coop Breizh, 2016. Pennad : Marchal, Maurice, dit Morvan.(ISBN 978-2-84346-387-1)
- Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yoran Embanner, 2016. Pennad : Marchal, Morvan. (ISBN 978-2-916579-59-7)
- Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945, Pariz, Maspéro, 1976. Meur a venegoù ha pennadig : Marchal, Maurice Charles.
Notennoù ha daveennoù
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |