Sant-Tegoneg
kumun Penn-ar-Bed
Sant-Tegoneg | ||
---|---|---|
Ar bourk. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Thégonnec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Montroulez | |
Kanton | Sant-Tegoneg (betek 2015) Montroulez (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29266 | |
Kod post | 29410 | |
Maer Amzer gefridi | Solange Creignou 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Montroulez Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Montroulez | |
Lec'hienn web | http://www.saint-thegonnec.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 666 ann. (2013)[1] | |
Stankter | 73 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 7 m — brasañ 216 m | |
Gorread | 41,76 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Tegoneg a oa ur gumun eus Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh. Penn kanton e oa betek 2015. Santegonegiz ha Santegonegadezed a vez lâret eus an annezidi. Bodet e voe gant Logeginer-Sant-Tegoneg d'ar 1añ a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Sant-Tegoneg-Logeginer[2].
DouaroniezhAozañ
- War lez ar Peñzez emañ ar gumun.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 22 a viz Meurzh 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 2 oa bet roet d'ar gumun.
DeskadurezhAozañ
SevenadurAozañ
- Ur seurt rimadell zo ma ranker lavarout, buanañ ma c'haller : Santegonegadez on ha ne zisantegonegadezin ket ken na vo disantegonegadezet an holl santegonegadezed.
ArdamezioùAozañ
En geoted, e vleiz tremenant en argant, krabanet ha teodet en gul; e gab en argant karget gant teir c'hroazig en gul.
|
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Abjean, person, ha Tanguy, kure[5].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 120 gwaz eus ar gumun, d.le. 4,10% ag he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
Eil Brezel BedAozañ
- D'an 23 a viz Genver 1943 e kouezhas un nijerez (Stirling marilhet R9248 ha kodet AA-H) e Sant-Tegoneg[7],[8].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Monumant ar re varv, MARO VIT AR VRO, a-dreñv d'an iliz katolik, luc’hskeudennoù[9],[10].
- Ar Roc'h Toull : mougev ma'z eus bet kavet mein-kailhastr ragistorel ha ma vev ur spesad logod-dall rouez (Frigribell vras).
- Maner Penfao.
- Kastell Kelenneg.
- Kastell Penc'hoad, XIIIvet kantved-XIVvet kantved.
- Iliz katolik Intron Varia, gouestlet da Sant Tegoneg ivez, XVIvet kantved.
- Kalvar Luzeg (1864).
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 6 (aerlu) |
Hollad | 6 |
Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed d'an 23 a viz Genver 1943 pa gouezhas o c'harr-nij (Stirling marilhet R9248 ha kodet AA-H) e Sant-Tegoneg[11],[12].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
GevelliñAozañ
Silverton (Rouantelezh-Unanet) abaoe 2007
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ (fr) Dastumad aktaoù melestradurel Prefeti Penn-ar-Bed, 23 Kerzu 2015
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 48
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission