Ar Gerveur

(Adkaset eus Gerveur)
Ar Gerveur
Foto ar Gerveur tapet diwar ur c'harr-nij, Gourenez Kiberen en norzh hag Enez Houad hag Edig er gevred.
Foto ar Gerveur tapet diwar ur c'harr-nij, Gourenez Kiberen en norzh hag Enez Houad hag Edig er gevred.
Anv(ioù) kozh Gwedel
Anv gallek Belle-Île-en-Mer
Geografiezh
Lec'hiadur Pleg-mor Gwaskogn (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 47° 19′ 59″ N, 3° 11′ 13″ K
Gorread 85,63 km²
Lein uhelañ Kroaz ar Run (71 m)
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Gwened Bro-Gwened
Departamant Mor-Bihan
Kumuniezh-kumunioù Ar Gerveur
Poblañs
Poblañs 5 528 ann. (2020)[1]
Stankted 64,03 ann./km²
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Ar Gerveur (henvrezhoneg: Gwedel; Belle-Île-en-Mer e galleg) zo un enezenn hag ur c'hanton kozh e departamant ar Mor-Bihan. Enezenn vrasañ Breizh eo, 90 km² dezhi.

Kartenn ar Gerveur

Stummoù skrivet

kemmañ

Gerdarzh

kemmañ
  • Vindili ː evit Marteville ha Varin, ar ger, "latin dre e stumm, ha brezhonek dre e ziazez, Vindilis, pe gwelloc'h c'hoazh Vendinis, a dalv kement ha Belle-Île"[2]
  • Guedel
  • Calonesus ː evit an ao. Bulet, Calonesus zo cal, "maen" hag ones," enezenn", alese calones, "enezenn ar reier". Evit an ao. de la Sauvagère, ar ger latin calonesus n'eo ken nemet ur stumm gresianek diwar kalos, pulcher e latin, ha nesos, insula, savet da vare ar roue gall Frañsez Iañ[3].

Kumunioù

kemmañ

Peder c'humun an enez a glot gant kumunioù kanton ar Gerveur : Bangor, Lokmaria-ar-Gerveur, Porzh-Lae ha Saozon.

War-dro 1687e voe lakaet markiz Vauban e-karg da sevel ar wikadell. Echuet e voe war-dro ar bloaz 1692.

Diskennidi Nicolas Fouquet (1615-1680), markiz ar Gerveur, o deus dalc'het an enezenn betek 1719. E domani ar roue e voe lakaet goude-se.

Dre feur-emglev an 18 Genver 1759 e voe lakaet Proviñs Breizh e-karg an enezenn evit kont ar Roue dre c'houestl.

D'ar 7 Mezheven 1761, goude ur seziz hir, e voe aloubet an enezenn gant Bro-Saoz ; arsailhet e voe gant an amiral Keppel hag ar jeneral Hodgson. Difennet e voe gant kadarnded ar marc'heg De Sainte-Croix, a godianas gant enor.

Goude peoc'h 1763 e tistroas ar Gerveur da Vro-C'hall.

"Galeoù ar vugale"
 
Trevadenn-garc'har Haute-Boulogne

E 1902, Ministrerezh gall ar Justice a stalias e Porzh-Lae un drevadenn-garc'har evit fellerien yaouank, a voe lesanvet "galeoù ar vugale". Ur skol vartolodaj a oa eno : ul lestr-skol teirgwern a oa war ar sec'h e-kreiz porzh ar prizon, hogen ar vugale ned aent ket war vor. Dizale e voe astennet ar vac'h dre brenañ domani Bruté hag e dreiñ d'ur skol labour-douar ha mekanikerezh, evit degemer ha stummañ muioc'h a vugale.
E 1934 en em zispac'has ar vugale ouzh doareoù o bac'hadur : gwallgaset e vezent, kannet, gwallet a-wechoù. Hemolc'het e voent ; hogozik an holl a voe tapet gant an diwallerien, ha gant annezidi an enez en eskemm ouzh ur sammad arc'hant evit pep bugel.

Er bed a-bezh e voe brudet "galeoù ar vugale" ar Gerveur, met dalc'het e voe da vont en-dro betek 1977.

Enoret e voe ar vugale-se gant Jacques Prévert en e varzhoneg La chasse à l'enfant (en dastumad Paroles, 1946) ha gant Marcel Carné en e film La fleur de l'âge (1947).

Eil Brezel-bed
  • Nijerezioù B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) a gouezhas er Gerveur pe en donvor d'an enez : d'an 23 a viz Du 1942, unan kodet BN-U, lazhet e voe an dek nijour a oa en he bourzh ; d'ar 1añ a viz Mae 1943, daou garr-nij er mor nepell eus ar Gerveur, lazhet e voe seitek nijour, an tri nijour all a voe tapet gant an Alamaned ; d'an 28 a viz Even 1943, unan er mor nepell eus ar Gerveur ; lazhet e voe pemp nijour, ar pemp nijour all a voe tapet gant an Alamaned ; d'ar 4 a viz Gouere 1943, unan e donvor d'an enez, lazhet e voe an dek nijour[4].
  • E Sankenn an Oriant edo an enezenn[5].
  • Dieubet e voe ar Gerveur d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned ; prizoniet e voe 24 ofisour ha 1 003 is-ofisour ha milour ordin[6].

Sevenadur

kemmañ

Sinema

kemmañ

Adalek miz Kerzu 1946 betek miz Genver 1947 e troas ar filmaozour gall Jean Epstein (1897-1953) e film Le Tempestaire eno : e-touez annezidi an enezenn e tutaas-eñ e dudennoù.

Tud bet ganet eno

kemmañ

Tud liammet gant ar gumun

kemmañ

Komedianed

kemmañ

Skrivagnerien

kemmañ

Marc Antoine Girard de Saint-Amant, Jacques Prévert, André Gide ; Gustave Flaubert en deus skrivet ul levr anvet Belle-Île.

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  Aubert

brigader an arme; komandant Gerveur, aet da Anaon e 1708.

"en aour e dri penn gadgi en sabel".

  Fouquet,
markizien ar Gerveur e 1658
En argant e wiñver en gul

Gevelliñ

kemmañ

  Gwadeloup : Enez Mari-Galant (2007)

Levrlennadur

kemmañ
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Intercommunalité-Métropole de CC de Belle-Île-en-Mer (245600465), war lec'hienn an INSEE
  2. Marteville & Varin, war-lec'h Ogée, 1843.
  3. Meneget gant Ogée, ha Marteville & Varin.
  4. Pertes USAAF
  5. Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, p. 587.
  6. Roger Leroux, op. cit., p. 622.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.