Bagad Lann Bihoue zo ur bagad sonerien eus morlu Bro-C'hall e Breizh, unan eus ar re chomet bev e deroù ar XXI kantved. Reoù all zo bet e Dinan, Cherbourg, Lande D'Ouée, Bourdel, Sant-Mandrier, hag all. E 1952 e oa bet savet hini Lann Bihoue, e-tal an Oriant, e bonn aeronaotek war-vor Lann Bihoue. Ar bagad a zo arouez ar verdeadurezh vroadel ha sevenadur Breizh. Kinnig a ra sonioù liesseurt, ha liessevenadurel en emgavioù broadel hag etrebroadel ivez.

30 soner a zo er bagad, sinet e vez gante ur c'hontrad hag a bad ur bloavezh hag a zo tu da neveziñ teir wech. Skrivañ, ha gwellaat a reont o-unan 90 munutenn eus roll sonioù ar bagad. Digas a reont ivez mennozhioù, ur stil, eilstummoù nevez...

An istor

kemmañ

E 1952, pa eo bet krouet ar bagad, gant nemet un nebeudig a dud a youl-vat, en em vodent asambles war o amzer dieub. A-hed d'ar bloavezhioù, ar strollad a greskas muioc'h-muiañ, a-benn ober tamm-pe-damm evel ur pipe band a Vro-Skos. Ofisializet eo bet ar bagad dre ziviz ministrel d'an 11 a viz Gwengolo 1956, goude-se, e teuas konskried pe soudarded enrollet d'ober o servij soudard er bagad. Abalamour d'an dra-mañ eo deuet da vezañ skeudenn ar verdeadurezh vroadel ha arouez glad sevenadur Breizh.

E 1969 en doa divizet Michel Debré (ministr an Difenn Broadel) divodañ ar bagad. An diviz-se a zo bet torret a-drugarez da zilennidi, kazetennoù, hag ar publik. Un eil gwech ez eus bet klasket rannañ an div elfenn-se (soudard ha soner), hag un eil gwech ez eus bet nac'het outañ d'ober-se. A-drugarez da-se eo bet skoazellet ar bagad muioc'h c'hoazh. Goude an darvoudoù-mañ ez eus bet krouet 32 post nevez.

 
Alain Souchon ha Bagad Lann Bihoue.

Alain Souchon, e 1977, a skrivas ur ganaouenn hag a enrollas anezhi. Anvet e oa Le bagad de Lann-Bihoué. Ne c'hoari ket ar bagad enni, daoust d'an traoù a zo bet lâret. E gwirionez, en devoa goulennet Alain Souchon digant un nebeud sonerien e Pariz seniñ gantañ. Ur veskadenn a zo bet graet a-benn reiñ ar santimant e oa ur bagad a-bezh a c'hoarie. Paotred Soldat Louis o deus adkanet ar ganaouenn-mañ ivez. N'eo ken nemet e 1989 e kejas evit ar wech kentañ Alain Souchon hag ar bagad, en abadenn Champs Elysées Michel Drücker.

E 2001, abalamour da enrolladur ha michereladur an armeoù, ez eo deuer ar sonerien da vezañ sonerien a-vicher, tud a youl-vat evit ur bloavezh ha ne c'hellont neveziñ o c'hevrad ken nemet peder wech.

D'ar Yaou 9 a viz Eost 2007, o deus lidet o 55vet deiz-ha-bloaz e Gouel Etrekeltiek an Oriant. Goueliet o deus-se gant meur a den anavezet mat gant ar bagad: Alain Pennec, gant e akordeoñs diatonik ; ar ganerez Lorena Rodriguez; Andrea F. Joglan gant ar gaita ; Youenn Landreau ; ar c'haner Sylvain Girault; tud eus Big Band an Oriant ; hag Alain Souchon, deuet da ganañ e ganaouenn Le Bagad de Lann-Bihoué gante.

An tuta

kemmañ

An tuta a vez graet dreist-holl e-touesk bagadoù Breizh all a lec'h all. E-kerzh miz Gwengolo e vez choazet sonerien e tiez ar bagad, e Kerbagad war diaz Lann Bihoue.

Tro-dro da viz Du, e tremen an emstriverien 5 sizhun e skol fuzuilherien mor an Oriant. Deskiñ a reont er skol-mañ diazezoù ar vuhez soudardel er verdeadurezh. Ar bagad a zeu er maez e-kerzh miz Kerzu.

Ar mont-en-dro

kemmañ

32 den zo er bagad. Ur penn-bagad, un ofiser eus ar verdeadurezh a renk uhel hag a ra war-dro buhez a-stroll soudarded ar skipailh. 29 soner rannet e 3 strollad : biniawoù-bras (9 e 2007), bombardoù (11), strollad taboulinerien (5); hag un douger-banniel a c'hoari ivez gant ur benveg (da skouer, violoñs pe akordeoñs diatonik).

Pa 'z vez erru an dud nevez, e-pad an devezhioù kentañ, e vez graet 3 votadeg : sonoù ar bagad, ar penn-soner ; hag un den e penn pep strollad. Ar bloavezh a vez rannet e div lodenn: ar prientiñ, hag an traoù a vo graet a-hed ar bloaz. E-pad ar mizvezhioù kentañ, e labour ar strollad war an 90 munutenn eus ar sonioù. Etre miz Meurzh ha miz Du, e vez sonet e bodadegoù. Muioc'h muiañ a vodadegoù a reont e miz Mezheven ha Gwengolo gant ur geidenn a teir bodadeg evit tri devezh.

Pladennoù

kemmañ
 
CD " 55 ans "
  • 1970-Danses et mélodies,ed. Arfolk;
  • 1982-30e Anniversaire 1952-1982, ed. Keltia Music;
  • 1989-Bagad de Lann-Bihoué, ed. Keltia Music;
  • 1991-Marches, danses et mélodies, ed. Coop Breizh;
  • 1992-40e Anniversaire 1952-1992, ed. Coop Breizh;
  • 1996-Glann Glaz, ed. Coop Breizh;
  • 1997-Entre Terre et Mer France 2 music, Polygram;
  • 1998-Me gav hir an amzer, ed. Keltia Music;
  • 2000-Ar Mor divent, ed. Columbia Tristar, distr. Sony Music;
  • 2002-Fromveur, ed. Sony Music;
  • 2005-Kerbagad, ed. Coop Breizh / Label Production ;
  • 2007-Bagad de Lann-Bihoué, ed. Keltia Music;
  • 2007-Bagad de Lann-Bihoué: 55 ans, ed. Coop Breizh / Label Production;

Pennoù Bagad

kemmañ

Sed aze, anvioù tud a zo bet e penn ar Bagad:

  • MP Delcluze 1952-1953
  • MP Roumegou 1953-1962
  • MP Faure 1962-1973
  • MP Claude 1973-1976
  • MP Pelan 1976-1978
  • MP Plouet 1978-1980
  • MP Morice 1980-1982
  • Mjr Le Floch 1982-1984
  • PM Le Huede 1984-1985
  • MP Peron 1985-1991
  • MP Treondar 1991-1993
  • MP Legall 1993-1996
  • MP Peron 1996-2001
  • MP Kermagoret 2001-2005
  • Mjr Renard 2005-2008
  • MP Vandenberghe 2008-2010
  • Mjr Renard 11/01/10

Liammoù

kemmañ