Koad Pempont

koad e Breizh
Koad Pempont
Ar c'hoad, etre an Draoñienn hep distro ha Melezour ar Boudiged.
Ar c'hoad, etre an Draoñienn hep distro ha Melezour ar Boudiged.
Anv(ioù) all Koad Breselien pe Koad Brekilien
Anv gallek Forêt de Paimpont
Melestradurezh
Bro Bro-Sant-Maloù
Departamant Il-ha-Gwilen, Mor-Bihan
Kumun Ilfentig, Sant-Malon, Konkored, Pempont, Trec'horanteg, Moel, Plelann-Veur, Gwazel, Kempenieg, Maoron, Benion ha Sant-Pêran
Statud Koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ 48° 01′ 08″ N, 2° 10′ 26″ K]
Gorread 10 135,45 ha
Uhelderioù bihanañ 66 m — brasañ 258 m
Gwez Derv, faou, gwez rousinek

Koad Pempont zo ur c'hoad bras e Breizh, war an harzoù etre departamant an Il-ha-Gwilen ha departamant ar Mor-Bihan, en-dro da gumun Pempont evit an darn vrasañ.

Ar goadeg vrasañ a Vreizh eo, hag en em astenn a ra war 10 135 hektar[1]. Er Grennamzer e oa kalz brasoc'h moarvat met diskaret e oa bet kalz gwez en amzer ma oa govelioù er vro (17vet, 18vet ha 19vet kantved). Hiziv e kaver e-barzh gwez-derv, gwez-faou ha gwez rousinek a-leizh. Perc'hennet eo an darn vrasañ eus ar c'hoad gant perc'henned prevez; ul lodennig anezhañ zo perc'hennet ha meret gant Ofis Broadel ar C'hoadoù (Office National des Forêts).

Krediñ a reer ez eo eno e oa "Koadeg Breselien" (pe "Brekilien"), ar goadeg a reer anv anezhi e mojenn Arzhur.

Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn c'heologel Torosad Arvorig.

Lodenn gornôg ar c'hoad a zo staliet war ur substrad maen-sklent houarnek ha silisus, goloet gant lannoù dreist-holl, hag er c'hreiz ez eo maen-krag arvorigat hag en deus skoazellet diorren ar goadeg gwez deliennek ha rousinek en douaroù donoc'h. Uhelder relativel an torosad a vir ar rannvro ouzh avelioù ar C'hornôg ha resev a ra kemment a c'hlav ha Breizh-Izel (etre 800 ha 1 000mm dour bep bloaz).

Liesseurted ar vuhez

kemmañ

Ul lec'h dibar eo Koad Pempont e-keñver gwarez ar bevliesseurted. Un darn eus ar c'hoad a zo miret evel ul lec'hienn Natura 2000.

logod-dall: ar c'housperell skouarnek vras, ar frigribell vihan, ar frigribell vras, ar varbastell Europa, ar c'housperell Geoffroy, ar c'housperell Bechstein.

Bronneged: ar c'hi-dour.

Enved: an durzhunell voutin, an adren-Europa, an devedig-lann.

Divelfenneged: ar weronell gribennek.

Stlejviled: ar gurlaz.

Plant: al Luronium natans, ar Coleanthus subtilis, ar glizheolez-delioù-hir, ar glizheolez-delioù-ront, an Elatine hexandra, ar Gentiana pneumonanthe, ar Juncus heterophyllus, ar Juncus pygmaeus, al Lycopodiella inundata, an Narthecium ossifragum, ar Pilularia globulifera, ar Pinguicula lusitanica, ar Ranunculus ololeucos, ar Rhynchospora alba, ar Sedum villosum, an Tuberaria guttata, ar Gladiolus illyricus.

Amprevaned: an Euphydryas aurinia, ar c'hwil-kornek, an Osmoderma eremita, ar Cerambyx cerdo, al Lestes barbarus, al Lestes dryas.[2]

Levrlennadur

kemmañ
  • Michel Denis, Grandeur et décadence d'une forêt : Paimpont du XVIe au XIXe siècle, Annales de Bretagne, n° 64, 3, 1957, pp 257–273.
  • L. Pouessel, Modifications de la structure agraire dans la forêt de Paimpont, Annales de Bretagne, n° 52, 1945, pp 101–107. Voir aussi le texte d'une conférence sur les forges et la forêt ; cote 52 J 162 Fonds Henri Fréville, Archives départementales d'Ille-et-Vilaine I and V.

Daveoù ha notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.