Gwez (plant)
Ur wezenn zo ur blantenn goadek gant brankoù stag ouzh ur c'hef. Hervez skiantourien 'zo e rank uhelder ur blantenn bezañ 3 metrad (6 metrad hervez lod) d'ar bihanañ evit ober gwezenn anezhi.
Elfennoù a-bouez eus an natur eo ar gwez : produiñ a reont dioksigen ha digreskiñ an dioksidenn garbon en aergelc'h, skoilhoù int ouzh ar c'hrignerezh, goudor a roont d'un ekosistem en o deil ha pourveziñ a reont frouezh, koad ha keuneud... hep ankouaat o ferzh e kaerder ar maezioù.
Morfologiezh
kemmañAn elfennoù pennañ a ya d'ober ur wezenn eo ar gwrizioù, ar c'hef hag ar brankoù. Gronnet eo ar c'hef hag ar brankoù gant kelligoù marv (ar rusk) hag a warez o lodenn vev. An darn vrasañ eus ar gwez en deus delioù hag a zo e karg eus ar fotosintezenn.
Bep ma kresk ar wezenn e krou koad nevez tro-dro d'ar c'hoad kozh. Ma troc'her kef ur wezenn e c'heller gwelet evel-se kelc'hennoù sklaer ha teñval a-bep eil. Er metoù kerreizh (ur c'houlzad sec'h hag ur c'houlzad gleb ar bloaz) e vez ouzhpennet ur re gelc'henn (unan sklaer hag unan deñval) bep bloaz. Gant an dendrokronologiezh e c'heller dielfennañ ar c'helc'hennoù-se evit anavezet oad ur wezenn.
Ar stummoù gwez
kemmañAr gwez frank o stumm
kemmañAr gwez frank o stumm zo gwez hag a zo kresket en un doare naturel. Stouet e c'hall bezañ o c'hefioù. Pa vez gwez gant ur c'hef hepken ha ma kresk ar skourroù kostez adalek an diaz e komzer eus Garenn Varrek en Diaz (GBD).
Al lañsennoù
kemmañAl lañsennoù o deus ur c'hef hepken adalek o diaz. En em gavout a reer gant kefioù evel-se rak ar skourroù a dorr o-unan pe a vez troc'het en eil war-lec'h egile.
Ar gwez lieskef
kemmañAr gwez lieskef zo gwez hag o deus meur a gef adalek o diaz.
En natur e vez krouet plant seurt-se gant ar gwallzarvoudoù pe gant ar geotdebrerien.
Er splusegoù e vez diuzet seurtoù gwez evel-se evit o c'hened.
An targosioù
kemmañAn targosioù zo gwez hervek o stumm, "tev o fenn" abalamour d'an doare dibar ma vezent korvoet gwechall, pa vezent diveget ingal.
Ganto e c'halled kaout keuneud pe koat-plañsonañ; an delioù fresk goude diskoultrañ a c'helle talvezout da voueta ar chatel hag ar skourroù sec'het da voued ouzhpenn.