Louison Bobet
Louis Bobet, a veze graet Louison Bobet anezhañ, zo ur marc'hhouarner breizhat ganet d'an 12 a viz Meurzh 1925 e Sant-Meven, en Il-ha-Gwilen, ha marvet d’an 13 a viz Meurzh 1983 e Miarritze, en Iparralde (Euskal Herria). Brudet eo evel ar Breizhad ha Gall kentañ a c'hounezas Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn teir gwech.
E vuhez
kemmañLouison Bobet a oa deskard bouloñjer e ti e dad pa oa yaouank. Mont a rae alies da gas bara da di an dud war e varc’h-houarn.
War ar vicher a varc’hhouarner e oa bet adalek 1947 betek 1961. 122 redadeg war varc'h-houarn en doa gounezet er bloavezhioù-se. Ouzhpenn bezañ bet ezel eus skipailh Frañs da-geñver Tro Bro-C'hall pe Kampionadoù ar bed e voe ezel eus meur a skipailh : « Stella » adalek 1948 betek 1955, « Mercier » adalek 1955 betek 1960 ha da echuiñ « Ignis » e 1961.
E vreur Jean Bobet a voe reder ur pennad gantañ ivez.
Kiberen
kemmañPaouez a reas gant e vicher d'an 10 a viz Eost 1962. Da c'houde e cheñchas micher penn-da-benn hag ijinañ a reas ur meizad yec'hed-dudi dre grouiñ ar greizenn vorvezegiezh kentañ e Kiberen. E Miarritze e krouas un eil kreizenn war-lerc'h.
D'ar 27 a viz Gouhere 1967ec'h euredas da Marie-Josette Laroche e Tredion.
Ezelañ a reas d'an RPR ha kuzulier e voe e Kiberen. Troet e oa gant sturiañ kirri-nij, prenañ a reas ur Beechcraft, ha div wech e treuzas gantañ ar Meurvor Atlantel, gant e vab Philippe, aersturier a vicher.
Loreadeg
kemmañ- Champion des champions français L'Equipe: 1953, 1954
- Tournamant Desgrange-Colombo: 1951 (2e: 1953, 1955; 3e: 1954)
- Tournamant Sédis: 1951, 1952, 1953, 1954, 1955
- Trofe Edmond Gentil (taol-kaer ar bloaz evit a sell ar marc’hhouarnerezh): 1954
- Anvet e voe marc'heg al Lejion a enor pa baouezas gant e vicher
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn : 1953, 1954, 1955 (3e plas : 1950)
- Kampion ar bed marc’hhouarnerezh war hent : 1954 (2e plas: 1957, 1958)
- Kampionadoù Frañs marc’hhouarnerezh war hent : 1950, 1951 (2e: 1955; 3e plas: 1953, 1956)
- Kampionad Frañs amatourien: 1946
- Pariz-Roubaix : 1956 (2l plas: 1951; 3e plas: 1955)
- Bourdel-Pariz : 1959 (2l plas: 1961; 4e plas: 1960)
- Milano-San Remo : 1951
- Tro Lombardia : 1951
- Tro Flandrez : 1955
- Pariz-Nisa : 1952 (Pariz-Côte d'Azur)
- Kriteriom Dauphiné Libéré : 1955
- Grand prix des Nations : 1952
- Circuit des Boucles de la Seine : 1947 (2e plas: 1956)
- Critérium des As : 1949, 1950, 1953, 1954 (2l plas: 1952; 3e plas: 1957, 1959)
- Critérium National : 1951, 1952 (2l plas: 1957)
- Genova-Nisa : 1957
- Roma-Napoli Roma : 1959, 1960 (a-dreñv marc’h-tan: Priz Meur Marc’htanerezh Roma) (3e plas: 1950)
- Roma-Palermo : 1960
- Tro Luksembourg : 1955
- Tro ar C’hornôg : 1949
- Tro Penn-ar-Bed: 1947
- Circuit du Mont-Blanc: 1946, 1956
- Amredad ar Stêr-Aon: 1949, 1953 (2e: 1959; 3e plas: 1958)
- Amredad Treger: 1955
- Circuit de la Grande Combe: 1955
- Circuit des Remparts de Boulogne: 1960
- Bol d'Or des Monédières: 1954 (2l plas: 1957)
- Roue d'Or de Daumesnil: 1955, 1959 (2l plas: 1954, 1957, 1958)
- Grand Prix de l'Equipe (a-benn d’an eur): 1948 (gant Dupuy ha Mahé)
- Grand Prix de l'Echo d'Alger: 1950 (2e: 1954)
- Grand Prix du Locle: 1951
- Grand Prix d'Esperaza: 1954
- Grand Prix de Saint-Raphaël: 1955
- Grand Prix de Nice: 1961
- 12 gwech e voe trec’h e Tro Frañs - 34 devezh gant ar roched melen
- 1 wech e voe gwellañ pigner Tro Frañs : 1950
- 2 dennad a voe gounezet gantañ e Tro Italia
- 1 wech e voe gwellañ pigner Tro Italia : 1957
- 2l plas e Tro Italia : 1957
- 2l plas e Pariz-Teurgn : 1954, 1957 (3e plas: 1956)
- 2l plas e Midi-Libre : 1952
- 2l plas e Pariz-Camembert : 1956
- 2l plas e Trofe Baracchi : 1954 (gant Jacques Anquetil) (5vet plas e1959 gant Fausto Coppi)
- 2l plas e Marseille-Nice: 1956
- 2l plas e Grand Prix de l'Echo d'Oran: 1950 (3e plas: 1951, 1955)
- 2l plas e Grand Prix des Alliés: 1954
- 2l plas e Grand Prix d'Europe: 1954
- 2l plas e Grand Prix de Monaco: 1957
- 2l plas e Circuit de l'Indre: 1951
- 2l plas e Roue d'Or e Daumesnil: 1954
- 2l plas en Omnium ar sammgarrerrien e Parc des Princes: 1954
- 2l plas e Trofe Constant Ockers: 1957
- 2l plas e Six-Jours de Paris: 1957
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn
kemmañ- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1947 : Dilez (en 9vet tennad)
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1948 : 4e er renkadur hollek, 2 dennad gounezet gantañ
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1949 : Dilez (en 10vet tennad)
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1950 : 3e er renkadur hollek, 1 tennad gounezet gantañ ha gwellañ pigner
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1951 : 20vet er renkadur hollek, 1 tennad gounezet gantañ
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1953 : Trec’hour er renkadur hollek, 2 dennad gounezet gantañ
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1954 : Trec’hour er renkadur hollek, 3 zennad
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1955 : Trec’hour er renkadur hollek, 3 zennad gounezet gantañ
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1958 : 7vet er renkadur hollek
- Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1959 : Dilez (en 18vet tennad)
Troioù Italia
kemmañ- Tro Italia 1951 : 7vet er renkadur hollek, 1 tennad gounezet gantañ
- Tro Italia 1953 : Dilez
- Tro Italia 1957 : 2l er renkadur hollek, 1 tennad gounezet gantañ ha gwellañ pigner
- Tro Italia 1958 : 4e er renkadur hollek
Buhezskrid
kemmañ- Jean Bobet, Louison Bobet. Une vélobiographie, embannadurioù Gallimard, dastumad « L'Air du temps », 1958 (Adembannet gant La Table ronde, dastumad « La Petite Vermillon », e 2003)
Mirdi
kemmañ(fr) Mirdi Louison Bobet