Fleuves

strollad sonerezh
Fleuves
Fleuves e Groñvel (Kerne) e miz Ebrel 2019.

Bro orin Breizh Breizh (Penn-ar-Bed)
Doare(où) sonerezh Breizh, jazz rock, sonerezh elektronek
Benveg(où) treujenn-gaol (klarinetenn), piano (Fender Rhodes), gitar-boud
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2012
Label(ioù) Coop Breizh
Awen dañsoù Breizh
Lec'hienn ofisiel fleuves-music.com

Izili Samson Dayou
Romain Dubois

Emilien Robic

Endro Dour/Le Pottier Quartet, 'Ndiaz, Barba Loutig

Fleuves a zo ur strollad sonerezh savet gant tri soner, Emilien Robic (klarinetenn), Romain Dubois (piano Rhodes) ha Samson Dayou (gitar-boud), e Penn-ar-Bed e 2012.

Mesket e vez gant ar strollad-mañ sonerezh Breizh, jazz ha sonerezh elektronek. Troet eo tonioù ar strollad-mañ war-zu ar sonerezh da zañsal. Evit-se e vez klevet Fleuves peurvuiañ er festoù-noz pe er gouelioù e Breizh[1].

Daou albom studio hag un EP zo bet embannet ganto betek-henn. An daou albom-mañ zo bet degemeret mat gant ar publik hag anavezet evel div bladenn a-galite gant an dud a vicher[2].

Istor ar strollad kemmañ

An tri soner a ra ar strollad zo o tont eus redennoù sonerezh disheñvel. En em gavet int memestra dre hentoù ar sonerezh : da gentañ penn etre Émilien Robic hag e genderv Samson Dayou er strollad Kentañ. Ar Brestiz Romain Dubois ha Samson Dayou a labour asambles e-pad ouzhpenn 10 vloaz. Krouet e oa bet un daouad Robic-Dubois e 2012 evit ar genstrivadeg "Duo libre" da-geñver kampionad ar sonerien e Gourin. Ar maout az a ganto, ar perzh a gendrec'hiñ anezho da grouiñ ur gwir strollad.

Troioù: Emvod ar Gelted en Oriant 2017, 2019, 2021 ha 2022


Prizioù :

Sonerien kemmañ

 
Émilien Robic, Romain Dubois ha Samson Dayou e 2020 e Roazhon.

Pladennoù kemmañ

Bloavezh Titr Notennoù
2016 Fleuves #1 Studio
2019 #2 Studio
2020 Fleuves 1 & 2 Dibab-tonioù
2021 Odyssea Studio (EP)
2023 Supreme Folklore #1 Studio (EP)

Notennoù kemmañ

  1. Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, « L'étonnante histoire de la musique bretonne : Quelques groupes emblématiques », Bretons, no 47,‎ avril 2021, p. 40
  2. « Musique. Le groupe Fleuves, vainqueur des ventes 2019 de la Coop Breizh », Ouest-France, 15 janvier 2020


Diellstagadennoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.