Festival Yaouank

festival sonerezh breizhek

Ar Festival Yaouank a zo ur festival sonerezh breizhek a-vremañ ha sonerezh fest-noz dreist-holl, hag a vez bep bloaz en diskar-amzer e Roazhon abaoe 1999.

Ar Sonerien Du e Festival Yaouank 2016

Aozet e vez gant Skeudenn Bro Roazhon.

Da gentañ e voe ar festival ur fest-noz vras-meurbet (miliadoù a dud) hag a reas berzh bras.

Abaoe fin ar bloavezhioù 2000 e vez degemeret meur a soner war meur a leurenn e-kerzh miz Du.

Fest-noz diwezhañ ar festival a vez aozet e MusikHall Tachenn an Diskouezadegoù, e-kichen aerborzh Roazhon. Er bloavezhioù tremenet e oa war-dro 8 000 dañser, 200 arzour, 300 den a-youl-vat ha 100 tekniker enni.

Liammoù diavaez kemmañ