2020 e Breizh

darvoudoù bloavezh 2020 e Breizh
Bloavezhioù
../.. 2015 2016 2017 2018 2019
- 2020 -
2021 2022
Degadoù
2000 - 2010 - Bloavezhioù 2020 - 2030
Kantvedoù
XXvet kantved - XXIvet kantved - XXIIvet kantved
Kronologiezh dre viz
Genver - C'hwevrer - Meurzh - Ebrel - Mae - Mezheven
Gouere - Eost - Gwengolo - Here - Du - Kerzu
Kronologiezh dre gevandirioù
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Okeania
Kronologiezh dre demoù
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT
Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh
Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport
Kronologiezh vloaziek evit Breizh
2019 e Breizh - 2020 e Breizh - 2021 e Breizh

Darvoudoù kemmañ

  • 1añ a viz Genver : hervez sifroù an INSEE ez eus 4 833 624 a dud o chom e Breizh d'ar 1 a viz Genver 2020 : 3 407 564 a dud e pevar departamant Rannvro Breizh ha 1 426 060 a dud el Liger-Atlantel.
  • 13 a viz C'hwevrer : degemeret eo bet kinnig-lezenn Paul Molac evit ar "yezhoù rannvroel" er Vodadenn Vroadel e Pariz, met kemmet eo bet kalzik gant ar gannaded, da-heul goulenn ar gouarnamant. N'eus enni nemet melladoù a denn d'ar panelloù divyezhek, d'an anvioù-tud enno arouezennoù dianav d'ar galleg, ha da blas ar yezhoù "rannvroel" e lezenn Toubon evit ar galleg, eus 1994. Nebeut a gannaded a oa er Vodadenn Vroadel evit ar vot-se : seizh kannad eus Breizh hepken diwar 37.
  • 2 a viz Meurzh : serret eo ar skolioù e korn-bro an Alre, dre ma'z eus bet kavet tud klañv gant ar ch-COVID-19 er c'hornad. Krog eo ar bedreuziad COVID-19 d'en em astenn e Breizh.
  • 15 a viz Ebrel : e Pabu ganedigezh ur bugel anvet Awen Fañch. Nac'het an dildenn en e anv gant servijoù an ti-kêr[1].
  • 18 a viz Gouere : tan-gwall en iliz-veur Naoned ; distrujet eo an ograoù eus ar XVIIvet kantved, gwerelloù eus ar XVvet kantved ha meur a dra all, evel un daolenn eus 1836 gant al livour Hippolyte Flandrin.
  • Gwengolo : digoret ez eus ur skol nevez gant Diwan e Kemper, ha serret unan all e Kistreberzh. Un eil lise Diwan zo digoret e Gwened. E 19 skol, publik pe brevez, e tigorer klasoù divyezhek nevez, e Breizh a-bezh.
  • 11 a viz Kerzu : degemeret eo bet kinnig-lezenn Paul Molac evit ar "yezhoù rannvroel" er Sened e Pariz ha gwellaet kalz an destenn a oa bet kemmet gant ar gannaded e miz C'hwevrer. Melladoù zo bet lakaet ouzhpenn evit kinnig ar "yezhoù rannvroel" d'an holl vugale, evel ma reer e Korsika, evit gallout deskiñ brezhoneg (pe yezhoù all) dre soubidigezh er skolioù publik, ha meur a dra all.
  • 17 a viz Kerzu : savet eo bet ar Gwenn ha Du er-vann dirak ti-kêr Naoned.

Ganedigezhioù kemmañ

Marvioù kemmañ

Notennoù kemmañ