Paul Molac
Paul Molac, ganet e Ploermael e 1962, zo un den engouestlet e buhez sevenadurel Breizh hag ur politikour. Kelenner istor ha douaroniezh eo bet e Gwern-Porc'hoed. Prezidant Div Yezh eo bet etre 2001 ha 2012, eilprezidant Kevre Breizh, ha prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh (mod nevez) abaoe 2009. E 2012 e oa bet war ar renk evit dont da vezañ kannad en anv an tu kleiz (Strollad Sokialour, EELV, UDB) e Pevare pastell-votiñ ar Mor-Bihan. Dilennet eo bet en eil tro gant 52,56% eus ar mouezhioù disklêriet. Da gentañ e voe ezel eus bodad ar gannaded ekologour er parlamant ; e 2016 e oa aet e-barzh bodad ar gannaded sokialour.
E dilennadeg ar c'huzul-rannvro e 2015 e oa bet war listenn Jean-Yves Le Drian ha deuet e oa da vezañ kuzulier-rannvro.
Addilennet e oa bet da gannad e 2017, en anv La République en marche (LREM) ar wech-mañ. Ezel e oa bet eus bodad ar gannaded LREM da gentañ hag e 2018 en doa kuitaet ar bodad-se evit mont da sevel, asambles gant kannaded all, ar bodad "Libertés et territoires".
Dibaboù politikelAozañ
- Stad a reuziad: d'an 19 a viz Du 2015 en doa votet, evel tost an holl gannaded EELV all, evit ma vije astennet ar stad a reuziad bet embannet gant prezidant ar Republik C'hall[1].