Div yezh Breizh zo ur gevredigezh tud skolidi hag a zifenn ar c'helenn divyezhek brezhoneg-galleg er skolioù publik er pemp departamant. Bet krouet e 1979, diazezet eo e Kawan.

Ar gevredigezh-mañ a zifenn an divyezhegezh abred ha gwarez ar brezhoneg.

Hiziv an deiz, Div Yezh a stroll muioc'h eget 10 000 skoliad e skolioù an Deskadurezh-Stad. Ar c’hentelioù zo roet hanter e brezhoneg, hanter e galleg. Heuliañ a reont programm an Deskadurezh-Stad.

Savet eo bet ar gevredigezh gant Jakez Cosquer hag un nebeud tud all e 1979 dindan an anv APEEB – Association des Parents d'Elèves pour l'Enseignement du Breton evit ma vefe kelennet ar yezh ha dre ar yezh er skolioù publik. E 1982 e roas ar c'helc'hlizher Savary an tu da zigeriñ klasoù divyezhek galleg-yezh rannvroel, galleg-brezhoneg e Breizh eta. Kerkent hag an diskaramzer 1982 e teuas skol vihan Sant-Riwal da vezañ divyezhek hag en distro-skol 1983 e voe digoret klasoù divyezhek e Lannuon hag e Roazhon. E 2001 e savas Jack Lang daou gelc'hlizher nevez (2001-167[1] ha 2001-168[2]) oc'h anavezout splet ar c'helenn divyezhek galleg-yezh rannvroel hag o tisplegañ penaos lakaat ar c'helenn-se da dalvezout.

E 1995 e voe kemmet anv an APEEB e Div Yezh, a zo bet degemeret gant an Deskadurezh-Stad evel ur gevredigezh tud skolidi. E 2015 e cheñchas anv c'hoazh e Div Yezh Breizh dirak ar c'hresk bras a gevredigezhioù lec'hel "Div Yezh".

  • 10 552 skoliad zo en hentad divyezhek publik eus ar skol-vamm d'al lise (distro-skol 2023), hervez sifroù Ofis publik ar brezhoneg[3].

Prezidanted div yezh Breizh

kemmañ
Anv Amzer kefridi
Eddy Penven (prezidant) 2022-
Frédérique Mouden, Rémi Toulhoat (kenbrezidanted) 2015-2022
Anthony Le Crom, David Redouté (kenbrezidanted) 2011-2015
Paul Molac 2001-2011
Alan Ar Gal 1996-2001
Michel Sohier 1992-1996
Jean-Yves Broudic 1984-1992
Jakez Cosquer 1979-1984

Arc'hantaouiñ hag aozadur

kemmañ

Div yezh Breizh zo ur gevredigezh hep pal arc'hantus hervez al lezenn c'hall 1901, kant eizh kevredigezh zo kevredet enni, savet da heul ar c'hlasoù divyezhek er skolioù publik. Renet eo gant ur c'huzul-merañ. Bep nevez-amzer e vez graet ar Vodadeg-veur. Lec'h ar vodadeg a cheñch bep bloaz, peurliesañ en ur gumun ma'z eus un hentad divyezhek. E Cavan emañ ar sez. Arc'hantaouet eo dreist-holl gant ar Kuzul-rannvro Breizh ha departamantoù Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen, ar Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Teir gwech ar bloaz ec'h embann he magazin Div Yezh Magazin, graet da gentañ evit hec'h izili, ha da eil evit kement ensavadur tro-dro d'an deskadurezh (kerent, dilennidi, kevredigezhioù, melestradurezh...). Divyezhek galleg-brezhoneg eo penn-da-benn hag ar memes plas zo roet d'an div yezh.

Talvoudegezhioù

kemmañ

Div yezh Breizh zo ur gevredigezh tud skolidi en deskadurezh publik ha dre se ez eo tomm ouzh al laikelezh. N'eo liammet ouzh relijion ebet, ouzh sindikad nag ouzh strollad politikel ebet. Groñs e lavar Div yezh Breizh ez eo ret kaout doujañs da zinded ha da dalvoudegezh an dud, d'ar frankizioù diazez ha dreist-holl da liesseurted ar yezhoù. Kondaoniñ a ra kement prezegenn pe ober gouennelour, estrengas, pe o vrudañ an ezperzhiadur.

Pal ar gevredigezh zo difenn ar skolidi a fell dezho deskiñ brezhoneg, sevenadur Breizh, a zesk ha a venn deskiñ dre ar brezhoneg. Difenn a ra eta koulz ar brezhoneg war zibab hag an hentadoù dre soubidigezh (d.l.e ma vez kelennet un danvez anyezhel dre ar yezh vro) er skolioù, skolajoù ha liseoù publik. Ar pal kentañ avat zo e c'hallfe kement skoliad zo e Breizh bezañ skoliataet en un hentad divyezhek er skol bublik. Saveteiñ ar brezhoneg eo uhelvennad ar politikerezh-se, hag evit tizhout ar pal-se e rank deskiñ ar yezh bezañ graet gant ar muiañ a vugale hag an abretañ ar gwellañ. Talvoudegezh ha splet ur bedagogiezh disheñvel, diazezet war an divyezhegezh zo ivez arguzennoù a vez brudet ha difennet gant tud ar skolidi.

Er muiañ a diez-skol ar gwellañ e venn div yezh Breizh digeriñ hentadoù divyezhek. Pa vez tu e kav gwelloc'h e kenvevfe an hentadoù unyezhek/divyezhek. Kement-se evit ma c'hallfe bezañ en tiez-skol nesañ da dud ar vugale. Teir skol zo, koulskoude, hag a zo divyezhek penn-da-benn e Sant-Riwal, e Pabu hag e Lannuon.

Oberoù

kemmañ

Betek 2010 he deus ambrouget tud ar vugale hag an tiez-kêr evit digeriñ hentadoù nevez. E kefridi Ofis publik ar brezhoneg emañ al labour-se bremañ. Delc'her a ra div yezh Breizh da vrudañ an deskadurezh divyezhek. Harpañ a ra an teuliadoù digeriñ hentadoù divyezhek nevez hag ar goulennoù postoù ouzhpenn graet gant ar gerent. Ezel eo ar gevredigezh eus KAYR (Kuzul Akademiezh ar Yezhoù Rannvro) hag engwiriet eo evel kevredigezh tud skolidi gant an Deskadurezh Stad.

Aozañ a ra pe kemer a ra perzh e manifestadegoù evit ar brezhoneg pe evit difenn an deskadurezh publik. Aozañ a ra kendivizoù pe prezegennoù evit brudañ an divyezhegezh abred hag an divyezhegezh dre vras. Gant ar c'hevredigezhioù lec'hel ezel eus div yezh Breizh e vez aozet festoù-noz, festoù-deiz, predoù... evit dastum arc'hant evit ar raktresoù pedagogel e-touez traoù all.

Diaesterioù

kemmañ

Ne ziorro ket ar c'hlasoù divyezhek ken buan ha ma youlfe ar gevredigezh. An diaesterioù pennañ zo:

  • nac'hidigezh digeriñ hentadoù nevez gant an ensellerezhioù akademiezh, diouer a gelennerien;
  • an aozioù kelenn (re a skolidi er c'hlasoù, diaesterioù erlec'hiañ...);
  • tiez-kêr a-enep un hentad en o c'humun, a nac'h enskrivañ bugale eus kumunioù all;
  • ar skipailhoù kelenn na vennont ket gwelet un hentad divyezhek en o skol.

Kenlabour

kemmañ

Evit kas he labour war-raok e c'hall div yezh Breizh kenlabourat gant:

  • kevelerien an deskadurezh divyezhek (ar gevredigezh Dihun Breizh, ar skolioù Diwan, unvaniezh ar gelennerien brezhoneg (UGB). Strollet int er bodad kelenn e-ser Kevre Breizh),
  • kevelerien ar skol bublik (FCPE, disklêriet bezañ a-du gant an deskadurezh divyezhek da-geñver o c'hendalc'h broadel e Pessac e 2000),
  • sindikadoù ar gelennerien (FSU, SGEN a zo e-barzh KAYR),
  • Ofis publik ar brezhoneg,
  • ar c'hevredigezhioù sevenadurel,
  • an ensavadurioù (tiez-kêr, strollegezhioù tiriadel, deskadurezh stad...).

FLAREP, ar c'hendivioù

kemmañ

Ezel eus ar FLAREP eo (Kengevredigezh evit ar yezhoù rannvro en deskadurezh publik) a zo strollet enni ar c'hevredigezhioù pe gengevredigezhioù tud skolidi pe kelennerien pennañ hag a labour evit diorren ar c'helenn divyezhek galleg-yezh vro e servij publik an deskadurezh. Dalc'het e vez ar c'hendiviz bep bloaz e dibenn miz Here en ul lec'h disheñvel eus Bro-C'hall ma'z eus hentadoù divyezhek. E Breizh e vez aozet gant div yezh Breizh bep 6 pe 8 vloaz. An hini diwezhañ zo bet e Breizh a oa e 2022.

Kendivizoù FLAREP

e Breizh

Lec'h Bloavezh Dodenn
4re Douarnenez (Penn-ar-Bed) 1990
10vet Rostrenenn (Aodoù-an-Arvor) 1996 Ar bugel divyezhek en e endro
17vet Plañvour (Mor-Bihan) 2003 Petra eo ur politikerezh yezh hollek
26vet Plistin 2012 Pa zistrob ar skol an teodoù/yezhoù
36vet Roazhon 2022 Stummadur a-hed ar vuhez

Merkoù a enor

kemmañ

Bet he deus div yezh Breizh ar priz kentañ da-geñver "Prizioù" Frañs 3 d'an 10 a viz Kerzu e Douarnenez er rummad Brezhoneger ar bloaz (rampo gant Stumdi).

Colloques FLAREP

en BretagneLieuDateThème4eDouarnenez (Finistère)octobre 199010eRostrenen (Côtes D'Armor)les 26 et 27 octobre 1996L'enfant bilingue dans son environnement17eCentre Amzer Nevez - Plœmeur (Morbihan)du 25 au 27 octobre 2003Qu'est-ce qu'une politique linguistique globale ?26ePlestin les Grèves (Côtes d’Armor)27 28 29 octobre 2012Quand l’école délie les langues

Liamm diavaez

kemmañ

Lec'hienn Div Yezh

  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. http://www.education.gouv.fr/botexte/bo010913/MENE0101626C.htm
  2. http://www.education.gouv.fr/bo/2001/33/encarte.htm
  3. OPAB