Gael Briand, ganet d'an 9 Mae 1984, eo rener Le Peuple Breton abaoe miz Du 2010. Ezel eo ivez eus Burev politikel Unvaniezh Demokratel Breizh.

A-orin eus an Oriant eo, met bet o chom e Bruxelles pa oa stajiad evit an EFAY (rann yaouankiz Kevredad Dieub Europa), hag e Roazhon pa oa o labourat evit dilennidi rannvro UDB.

Ezel eo eus ar gevredigezh Keneildedoù Kurd Breizh. Ganti en deus beajet e Kurdistan Turkia, Irak ha Syria (Rojava) e 2015.

Skrivet en deus danevelloù er gelaouenn Al Liamm ha gounezet en deus Priz Kêr Karaez e 2022 evit unan anezho, Ar vran hag ar valafenn, un istor karantez etre daou amezeg.

Abaoe 2020 eo kuzulier-kumun en Oriant, en tu-enep.

Abaoe 2021 eo kuzulier-rannvro, ezel eus ar strollad Breizh a-gleiz - emrenerezh, ekologiezh, broioù. En tu-enep emañ.

Skridoù

kemmañ
  • Bretagne-France: une relation coloniale, Kemper, IJIN, 2015, 56 p.