Kurdistan
Kurdistan (e kurdeg: Kurdistan/كوردستان) eo an anv a roer d’ar vro poblet gant Kurded, er Reter-Kreiz. En em astenn a ra Kurdistan war lodennoù bras pe vrasoc’h eus Turkia, Irak, Iran ha Siria, war ur gorread war-dro 190 000 km2 hervez lod[1] ha betek 392 000 km2 hervez lod all[2].
Etre 30 milion ha 45 milion a dud zo o chom e Kurdistan. Gant ar Gurded e vez kaozeet kurdeg, ur yezh iranek zo meur a stumm anezhi (kurmancî, gorani...).
E Kurdistan Irak ez eus bremañ ur gouarmant emren diouzh galloud kreiz Irak, hervez bonreizh 2005. Er stadoù all avat ne anavezer ket gwirioù broadel dibar d’ar Gurded ha kement-se zo abeg d’ar bec’h a vez etrezo hag ar gouarnamantoù kreiz. E Turkia ez eus brezel zoken etre nerzhioù ar stad (polis, arme) hag an emsaverien gurd bodet er PKK.
Gwelit ivezAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- Kurdistan Regional Government (KRG) keleier e saozneg eus gouarnamant emren Kurdistan Irak.
- Institut Kurde de Paris keleier e galleg diwar-benn an holl lodennoù eus Kurdistan.
- The Encyclopedia of Kurdistan
- Keneildedoù kurd Breizh
- AKIN Kurded ar Stadoù Unanet, e saozneg