Kurdistan Siria (Kurdistana Sûriyê e kurdeg), pe Kurdistan ar C'hornôg (Kurdistana Rojava, Rojavayê Kurdistanê e kurdeg), ent-berr Rojava ("kornôg"), eo an anv a roer d’ar rannoù eus Siria a zo annezet gant Kurded, e hanternoz hag e biz ar stad-se, war harzoù Turkia[1].

Banniel Kurdistan ar C'hornôg
Kartenn eus Siria ma weler Kurdistan ar C'hornôg, en norzh d'al linenn ruz (kartenn gurdek).

A-gozh eo annezet ar c’hornadoù-se gant Kurded ha lakaet e voent e-barzh Siria, pa voe savet ar stad-se e dibenn ar Brezel-bed Kentañ, tra ma oant en Impalaeriezh Otoman diagent. Ul lodenn eo Kurdistan Siria eus un hollad brasoc’h, Kurdistan, hag en em astenn war meur a stad eus ar Reter-Nesañ : Turkia, Irak hag Iran. Etre ur milion ha tri milion a dud zo o chom e Kurdistan Siria, war ur gorread etre 12 000 ha 15 000 km²[2]. Efrîn (Afrin), Kobanê (Ayn al-Arab) ha Qamişlo (Qamishli) eo ar c’hêrioù brasañ en toleadoù-se. Kurded a gaver ivez e kêrioù bras all eus Siria, evel Damask.

Abaoe 2012 ha deroù ar brezel diabarzh e Siria ez eus un darn eus Kurdistan Siria etre daouarn strolladoù kurd armet[3], met da dalañ o deus ouzh ar Stad Islamek.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ