Kurded
Ar Gurded (kurdeg: کورد Kurd) a zo ur bobl eus ar Reter-Kreiz hag a vev evit al lodenn vrasañ anezho e Kurdistan an Norzh (e stad Turkia), e Kurdistan ar Su (e stad Iraq), e Kurdistan ar C'hornaoueg (e stad Siria), e Kurdistan ar Reter (e stad Iran), hag evit un darn en Armenia, Jorjia hag Azerbaidjan. Un diaspora kurd bras a-walc'h a zo (2 vilion bennak a dud). En holl e vefe etre 30 ha 32 vilion a Gurded. Ar c'hurdeg eo o yezh, ur yezh indezeuropek eus isskourr yezhoù iranek ar gwalarn. An dra vrasañ eus ar Gurded a zo muzulmaned sunnit met bihanniveroù all a zo. Stourm a ra ar Gurded evit kaout muioc'h a wirioù politikel ha sevenadurel.

Gwelet ivez kemmañ
Liammoù diavaez kemmañ
- (fr) Institut kurde
- (fr) Le peuple kurde