Brezel diabarzh Siria

Brezel diabarzh Siria (arabeg: الحرب الأهلية السورية‎, al-ḥarb al-ʾahlīyah as-sūrīyah) zo ur brezel diabarzh e Siria stourmet etre arme ar Republik Arab Sirian renet gant ar prezidant Bashar al-Assad, harpet gant bezenoù sirian hag harperien estren, a-enep bezenoù sirian harpet gant broioù estren. Hervez ar mare e vez izili an tu enep gouarnamantel o stourm kenetrezo. Kroget e oa ar brezel diabarzh e Siria pa oa bet manifestadegoù liammet ouzh an Nevez-amzer arab e 2011. Goulennet e oa gant ul lodenn eus pobl Siria kaout muioc'h a frankiz hag a ingalded. Buan a-walc'h e oa bet feulster o tiwanañ goude ma oa bet flastret manifestadegoù a c'houlenne ma'z afe Assad kuit. Lakaat a reer ar brezel diabarzh da gregiñ d'ar 15 a viz Meurzh 2011 gant emsavadegoù e Damask hag Aleppo. Buan e oa deuet meur a du war-wel : nerzhioù lu gouarnamant Siria hag e harperien estren, ur c'hengevread strolladoù ha bezenoù sunited rebeled (dreist-holl ar Free Syrian Army), strolladoù djihadisted salafist (gant an Talbenn al-Nusra), ar strollad kemmesket Kurd-Arab Sirian (Syrian Democratic Forces, SDF), hag ar Stad Islamek. Kalzik broioù estren a zo engouestlet e mod pe vod, pe o reiñ un harp dafar pe o kas soudarded, pe c'hoazh o vombeziñ (Iran, Rusia, Turkia, Stadoù-Unanet Amerika, Israel).

Brezel diabarzh Siria
brezel diabarzh, proxy war, communal violence
Rann eusArab Spring, Arab Winter Kemmañ
StadSiria Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°0′0″N 38°0′0″E Kemmañ
Deiziad kregiñ15 Meu 2011 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Daraa, Khan Shaykhun chemical attack, Emgann Baghuz Fawqani, Argadenn 2019 a-enep Rojava Kemmañ
Abeg pennañhuman rights in Syria, Sectarianism and minorities in the Syrian civil war Kemmañ
Abeg kentizhArab Spring Kemmañ
Efedspillover of the Syrian Civil War, international reactions to the Syrian civil war Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of the Syrian Civil War Kemmañ
Map
Kartenn an nerzhioù engouestlet hag an tachennoù perc'hennet gant pep hini anezho, e deroù 2021.

En holl ez eus bet etre 470 000 (SCPR 2016) ha 367 965–560 000 (SOHR 2018) den lazhet.