Emgann Baghuz Fawqani

Emgann Baghuz Fawqani a zo bet un argadenn gant Nerzhioù Demokratel Siria, harpet gant ur c'hengevread renet gant Stadoù-Unanet Amerika o tegas harp bombezenniñ, kanolierezh ha nerzhioù ispisial. Kroget e oa d'an 9 a viz C'hwevrer 2019, ul lodenn e oa eus Kampagn Deir ez-Zor e-pad Brezel diabarzh Siria. An emgann hag a zo bet un heuliad argadennoù lec'hel war-zouar, a zo bet lec'hiet e trowardroioù kêr sirian Al-Baghuz Fawqani e-kreiz Traoñienn ar stêr Eufrates, nepell diouzh ar vevenn etre Siria hag Irak. Gwelet eo bet evel emgann diwezhañ ar Stad Islamek e reter Siria.

Emgann Baghuz Fawqani
emgann
Rann eusDeir ez-Zor campaign (2017–2019) Kemmañ
StadSiria Kemmañ
Lec'hAl-Baghuz Fawqani Kemmañ
Daveennoù douaroniel34°27′37″N 40°57′13″E Kemmañ
Deiziad kregiñ9 C'hwe 2019 Kemmañ
Deiziad echuiñ23 Meu 2019 Kemmañ
Map
Emgann Baghuz, kartenn an argadennoù.

Goude bezañ bountet soudarded ar Stad Islamek war-zu ur gêr teltennoù ha tiez bihan poblet stank nepell diouzh ar stêr Eufrates e-doug ur sizhun, Nerzhioù Demokratel Siria a oa aet goustadik war-raok. Goulennet e oa bet dezho gant o harperien da vont goustadik evit reiñ an tu d'an drevourien, an darn anezho familhoù ar stourmerien islamourien estren, da vont kuit. Argadennoù bihan met kreñv a voe graet neuze, gant ehanoù. E-pad an ehanoù-se e oa tu d'ar stourmerien eus ar Stad Islamek da godianañ, d'ar re skrapet da dec'hout, ha d'ar familhoù stanket en dachenn vihan da vont kuit ivez. Ar strategiezh "trickle-out" (takenn-ha-takenn), gant stourm garv soudarded ar Stad Islamek en ul lec'h bihan met poblet stank en deus lakaet an emgann da badout pelloc'h. Nerzhioù Demokratel Siria o deus embannet e oa echu an emgann ha trec'het ar Stad Islamek e Al Baghuz Fawqani d'an 23 a viz Meurzh 2019. Gant disoc'h Emgann Baghuz Fawqani ez eo echuet gant ar c'halifad e Siria.