Nerzhioù Demokratel Siria

An Nerzhioù Demokratel Sirian (arabg: قوات سوريا الديمقراطية‎, Quwwāt Sūriyā al-Dīmuqrāṭīya, kurdeg: Hêzên Sûriya Demokratîk‎, sirieg: ܚܝ̈ܠܘܬܐ ܕܣܘܪܝܐ ܕܝܡܩܪܛܝܬܐ‎, treuzlizherennet Ḥaylawotho d'Suriya Demoqraṭoyto), berraet en SDF, HSD pe QSD, zo ur c'hengevread bezenoù Kurded, Arabed hag Asirianed, gant un nebeud Turkmened ha Tchetcheniz. Kemer a ra perzh e Brezel diabarzh Siria ha pouezus eo bet er stourm a-enep ar Stad Islamek. An NDS zo stag ouzh Unvezioù Difenn ar Bobl (YPG), ur bezen kurd evit an darn vrasañ eus an izili.

Nerzhioù Demokratel Siria
lu amreoliek, armed organisation group
Deiziad krouiñ10 Her 2015 Kemmañ
Anv er yezh a orinقوات سوريا الديمقراطية, Hêzên Sûriya Demokratîk Kemmañ
Perzhiad eArgadenn 2019 a-enep Rojava Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Siria, Kurdish military campaign in Syria Kemmañ
StadSiria Kemmañ
Lec'hQamishli Kemmañ
Ideologiezh politikelfederalism, democratic confederalism, Laikelezh, minority rights Kemmañ
Sez sokialAl-Hasakah Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://sdf-press.com/en/ Kemmañ
Commanded byMazlum Abdi Kemmañ
Banniel an Nerzhioù Demokratel Sirian
An Nerzhioù Demokratel Sirian e 2018 e Raqqa dres goude fin an emgann

An Nerzhioù Demokratel Sirian, savet e miz Here 2015, a stourm evit sevel ur Stad demokratel, kevredadel ha lik e Siria. E miz Kerzu 2016, bonreizh an tiriad emren e Norzh ha Reter Siria a lakae an NDS evel nerzh lu ofisiel evit difenn an tiriad. Enebourien diazez an NDS eo an islamourien hag ar strolladoù broadelourien arab engouestlet er brezel diabarzh, dreist-holl sponterien ar Stad Islamek, an nerzhioù enebiñ sirian harpet gant Turkia, skourroù Al-Qaida. An NDS en deus lakaet darn eus e nerzhioù stourm a-enep ar Stad Islamek. Deuet eo a-benn da dalañ ha goude-se da vountañ war ar nerzhioù stourm ar c'halifad. Adkemeret ez eus bet ganto lec'hioù strategel pouezus evel Al-Hawl, Shaddadi, Tishrin Dam, Manbij, al-Tabqah, Tabqa Dam, Baath Dam, ha dreist-holl kêr-benn ar Stad Islamek, kêr Raqqa.

E miz Meurzh 2019, an Nerzhioù Demokratel Sirian o deus embannet faezhadenn ar Stad Islamek e Siria, ur wech aloubet ganto Baghuz, ar gêr ziwezhañ dalc'het gant ar c'halifad. E 2017 e istimed e oa gant an NDS war-dro 60 000-75 000 ezel.

Soudardezed Unvezioù difenn ar Maouezed, ur skourr eus Unvezioù Difenn ar Bobl, e Raqqa e miz Here 2017.