Nerzhioù ispisial pe nerzhioù a-ratozh zo unvezioù lu pe bolis gourdonet evit kas da benn oberiadurioù arbennik.
Hervez termenadur an NATO ez eo an oberiadurioù brezel arbennikaet « obererezhioù milourel kaset da benn gant nerzhioù dibabet, aozet, gourdonet ha dafaret, gant izili dibabet, oc'h implijout kadoniezhioù, teknikoù, ha doareoù implij digustum ».

Unvez Navy SEALs stadunanat

E penn-kentañ an XXvet kantved e voe krouet an nerzhioù ispisial, gant ur c'hresk anat e-pad an Eil Brezel-bed. Pep arme vras engouestlet er brezel a oa bet rediet da sevel unvezioù gouestlet da oberiadurioù arbennikaet a-dreñv al linennoù difenn enebour.

Hervez ar vro, an nerzhioù ispisial a c'hell bezañ implijet evit kefridioù disheñvel, evel tagadennoù dre an aer, enep-emsavadegiñ, "enep-sponterezh", difenn tiriad diabarzh ar vro, oberiadurioù-kuzh, tagadennoù berr, saveteiñ mac'hiaded, chaseal palioù pouezus- chaseal denel, obererezhioù spiañ, oberiadurioù fiñval, hag oberiadurioù brezel amreizh.

An termanadur hervez ar vro

kemmañ

An termenadur nerzhioù ispisial a zo disheñvel hervez ar vro :

  • "Special forces" er Stadoù-Unanet Amerika a dalvez evit re an U.S. Army nemetken, padal an termenadur "special operations forces" (SOF) a vez implijet evit an holl unvezhioù arbenikaet,
  • Evit ar broioù a gomz rusianeg an nerzhioù ispisial a vez graet spetsnaz anezho, un doare da lavarout berraet "obererezh arbenikaet". Evit an dud o komz rusianeg e vez graet eus an nerzhioù ispisial estren gant ar ger spetsnaz (da skouer e vez graet amerikanski spetsnaz eus an U.S. Special Forces).

Oberiantizoù

kemmañ

Kefridioù an nerzhioù ispisial a c'hell bezañ lies evel :

  • Anavezout ha spiañ nerzhioù en un aergelc'h enebour
  • Dieubiñ ostajoù pe prizonidi
  • Gwareziñ lec'hioù pe tud a-bouezh
  • Ober ar brezel psikologel

Er sevenadur pop

kemmañ

Filmoù diwar-benn an nerzhioù a-ratozh :

kemmañ

Filmoù gant e dudenn bennañ ezel eus an nerzhioù a-ratozh :

kemmañ