An Talbenn Al-Nusra pe Jabhat al-Nusra (arabeg : جبهة النصرة‎), brudet ivez dre an anv Jabhat Fateh al-Sham (arabeg: جبهة فتح الشام‎, Jabhat Fataḥ al-Šām) goude Gouhere 2016, zo un aozadur salafelour djihadour o stourm a-enep nerzhioù difenn gouarnamant Siria e Brezel diabarzh Siria. Pal diazez al luskad-se eo sevel ur Stad islamek er vro. A-wechoù e vez graet Al-Qaeda e Siria pe Al-Qaeda er Reter-Nesañ eus ar strollad-se. Krouet e oa bet d'an 23 a viz Genver 2012.

Talbenn al-Nusra
aozadur sponterezh
Rann eusMujahideen Shura Council, Al-Qaida, Army of Conquest, Hayat Tahrir al-Sham Kemmañ
Deiziad krouiñ23 Gen 2012 Kemmañ
Anv ofisielجبهة النصرة لأهل الشام من مجاهدي الشام في ساحات الجهاد Kemmañ
Anv er yezh a orinجبهة النصرة, جبهة فتح الشام Kemmañ
Designated as terrorist byAozadur ar Broadoù Unanet, Stadoù-Unanet, Rouantelezh-Unanet, Aostralia, Rusia Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Siria Kemmañ
DiazezerAbu Mohammad al-Julani Kemmañ
PrezidantAbu Mohammad al-Julani Kemmañ
StadSiria Kemmañ
Ideologiezh politikelIslamouriezh, Salafi jihadism Kemmañ
Heuliet gantHayat Tahrir al-Sham Kemmañ
Deiziad divodañ28 Gen 2017 Kemmañ
Operating areaSiria, Liban Kemmañ
EnemySyrian Arab Armed Forces Kemmañ
Banniel an Talbenn al-Nusra goude gouhere 2016

Stadoù-Unanet Amerika o deus lakaet Jabhat al-Nusra war listenn an aozadurioù sponterezh estren. Nebeut amzer goude-se e oa bet graet ar memes tra gant Kuzul Surentez Aozadur ar Broadoù Unanet ha neuze gant kalz broioù. Skourr ofisiel Al-Qaeda e Siria ez eo bet betek Gouhere 2016.

Muhammad al-Jawlani penn Tahrir al-Sham

E penn kentañ ar bloavezh 2015, ar strollad a oa deuet da vezañ unan eus bezenoù galloudusañ an djihadourien aozet e Lu an Aloubadeg e gwalarn Siria. Kavout a reer ivez ul lodenn eus an Talbenn e bro Liban. E miz Du 2012, The Washington Post a ziskrive al-Nusra evel skourr milourel kreñvañ ar rebelled a-enep Bashar al-Assad e Siria.

E miz Gouhere 2016, al-Nusra a droc'he e liammoù gant al-Qaeda hag en em adstumme gant an anv Jabhat Fateh al-Sham ("Talbenn evit Aloubadeg ar Reter Nesañ").

D'an 28 a viz Gouhere 2017, goude emgannoù taer a-enep an Ahrar al-Sham ha strolladoù rebelled all, an Talbenn al-Nusra a zo kemmesket gant pevar strollad djihadour all evit dont da vezañ Hayat Tahrir al-Sham.

Kalz anvioù disheñvel a zo d'an aozadur djihadour-se met etre 2012 ha 2013, an Talbenn al-Nusra a rae gant an anv leun "Talbenn Trec'h pobl an Nesañ gant ar Moujahideen eus an Nesañ war tachennoù an Djihad" (arabeg: جبهة النصرة لأهل الشام من مجاهدي الشام في ساحات الجهاد‎, Jabhat an-Nuṣrah li-ahli ash-Shām min Mujahidin ash-Shām fi Sahat al-Jihad).

Ideologiezh

kemmañ

Izili diazez an Talbenn al-Nusra a zo djihadourien sirian. Palioù diazez al luskad a zo riñsañ gouarnamant Bashar al-Assad e Siria ha krouiñ un emirelezh islamek er vro ha renet gant lezenn islamek ar charia. N'eo ket un aozadur gant ur sell etrebroadel met gant ur sell lec'hel war Siria ha Liban evit un nebeud.

 
Stourmerien an Talbenn al-Nusra goude Emgann Abu al-Duhur.

Izili sirian ar strollad a embann emaint o stourm a-enep gouarnamant Bashar al-Assad nemetken ha ne vefent ket dedennet gant tagañ broioù ar C'hornôg. Eus un tu all politikerezh ofisiel ar bezen a embann ez eo ar Stadoù-Unanet Amerika hag Israel enebourien daonet d'an islam. Hervez komzoù ofisiel ar strollad ez int enebet a-grenn ouzh obererezhioù broioù ar C'hornôg e Siria.

Penn uhel an Talbenn al-Nusra, an emir Abu Mohammad al-Julani, en deus diskleriet : "emaomp amañ evit seveniñ ur gefrifi nemetken, stourm a-enep ur renad hag e harperien war zouar, gant re an Hezbollah hag ar re all". E penn kentañ ar bloavezh 2014, Sami al-Oraydi, ur penn uhel lezennel eus ar charia er strollad, a zisklerie e oa awenet selloù al luskad al-Nusra gant kentelioù Abu Musab al-Suri un ezel eus Al-Qaeda.

Kadoniezhoù ar strollad gwriziennet e soñjoù Abu Musab a zo : degas servijoù d'an dud, chom hep bezañ gwelet evel tud dañjerus, derc'hel liammoù kreñv gant ar c'humuniezhoù lec'hel hag ar strolladoù stourm all, lakaat pouez war ar stourm a-enep ar gouarnamant sirian.

D'an 10 a viz Even 2015, stourmerien al-Nusra o devoa lazhadeget 20 trevour Druze da nebeutañ en ur geriadenn. Unan anezho harper da renad Assad a oa emsavet a-enep bezañ skarzhet eus e di gant ur c'homandant eus al-Nusra. Pennoù uhel Al-Nusra o devoa embannet digarezioù o embann ne oa ket seurt obererezhioù doareoù d'ober ar strollad.

Ar gazetenn Foreign Affairs, en deus lakaet war-raok e oa Al-Jazeera o klask naetaat skeudenn Al-Nusra. En gwirionez ar re Druze a vez rediet e tachennoù Al-Nusra da dreiñ relijion, hag a vez distrujet o temploù. Al-Nusra ha Daech a zo kement a-enep ar re Druze. An diforc'h a zo e vefe laouen al-Nusra o tistrujañ an temploù ha gwelet anezho o treiñ da sunnited, padal Daech a glask lazhadegañ an holl anezho evel ma z'eo graet gant ar re Yazidi.

Doareoù d'ober an Talbenn al-Nusra a zo siouloc'h evit re ar strolladoù djihadourien all evel Daech. Daech a zo bet troc'het eus ar boblañs dre ur rediñ a lealded ha dre implij ur feulster re greñv (dibennañ tud dirak an holl rediet da arvestiñ...). An Talbenn al-Nusra a glask kenlabourat gant strolladoù all ar rebeled enep Assad sioul e lak e-plas lezenn ar charia, o kemer e kont ma vez enebet ar boblañs pe get. War an hir dermen ez eo finoc'h an doare-se d'ober a embann arbennigourien an Djihad. War an hir dermen an Talbenn al-Nusra a zeu a-benn d'en em gwriziennañ hep kaout da vezañ feuls betek-re.

E-penn kentañ ar bloavezh 2015, unan eus pennoù al-Qaeda, Ayman al-Zawahiri, en devoa kaset urzhioù da penn-uhel al-Nusra Julani o reiñ dezhañ ar palioù da dizhout :

  • dont a-benn da vont donoc'h gant e luskad er reveulzi sirian hag e-touezh ar bobl
  • bezañ liammet gwelloc'h gant an holl strolladoù islamek
  • sikour lakaat e-plas ul lez-varn islamek war bro Siria
  • implij tachennoù pouezus ar vro evit sevel un diazez da al-Qaeda a-benn aloubiñ ar vro
  • paouez diouzhtu gant an holl doareoù tagañ a-enep broioù ar C'hornôg

Bannieloù

kemmañ