An trihori (trihory pe triory) zo un dañs hengounel eus Breizh-Izel a zañsed er XVvet ha XVIvet kantved. Dañset e veze tri-ha-tri peotramant e teir lodenn (alese hec'h anv) war ur muzul daou-amzer ha tost a-walc'h eo ouzh ar brañl doubl.

En e levr Orchésographie (1589) eo taolennet gant Thoinot Arbeau an Triory pe pachpi Breizh evel-henn :

  • amzerioù 1-4 : doubl d'an tu-kleiz (troad kleiz en tu-kleiz, troad dehoù o tostaat, troad kleiz en tu-kleiz, an troad en nec'h kleiz)
  • amzer 5 : lamm an daou droad asambles war an tu-kleiz
  • amzer 6 : troad en nec'h kleiz
  • amzer 7 : troad en nec'h dehoù
  • amzer 8 : troad en nec'h kleiz

Berr e vije bet buhez an trihori, a vije aet da get er c'hantved war-lerc'h. Meneget eo gant Ambroise Paré e 1542. Jean-Michel Guilcher avat a zispleg el levr La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne (1963) e vije an dañs-tro un diskennad d'an trihori : klotañ a ra an harpoù ouzh re ar stumm-se eus ar gavotenn, da c'houde e vije tost an etimologiezh. Anv latin an trihori (saltatio trichorica) a denn kalzig d'ar brezhoneg tri c'hoari.

Da welet

kemmañ
  • Jean-Michel Guilcher, La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne, Pariz, École pratique des Hautes Études, 1963, [ademb. Mouton, 1976 ; Speied ha Douarnenez, Coop-Breiz-Le Chasse Marée/ArMen, 1995 ; Speied, Coop Breiz, 2007].