An dañs-tro, pe dañs a-dro, pe gavotenn alies, zo un anv hollek roet d'un toullad dañsoù breizhek.

Dañs-tro. Engravadur eus 1880.

An dud a zañs en ur c'helc'h, a-wechoù en ur chadenn digor, dorn an eil e dorn egile, ur plac'h etre daou baotr pa c'haller, en ur vont a zehoù da gleiz. Ne fiñv ket nemeur an daouarn.

Dañset e veze an dañsoù-tro ouzh son ar binioù hag ar vombard, pe hini an akordeoñs hag an dreujenn-gaol, pe c'hoazh ouzh kan ar ganerien, ar c'haner hag an diskaner(ien). Gwelout kan ha diskan.

An anv

kemmañ

Alies e vez graet gant an anv gavotenn, goude ma n'eus darempred ebet gant ar « gavotte » a orin gall hag an dañsoù heñvelanvet a vez dañset e Breizh. Implijet e vije bet ar ger gant diavaezidi a gave heñvelderioù etre dañs breizh hag ar gavotenn-lez. Kavet e vez ar ger kavotenn e geriadur Gregor Rostren hag implijet e veze e tolead kemper en XVIIIvet kantved. E Kerne-Uhel ne veze graet nemet gant ar ger dañs-tro.


Heuliad

kemmañ

Ar gavotennoù a vez sonet ha dañset peurvuiañ en heuliadoù ha teir lodenn enne:

  • an ton simpl (pe ton kentañ, pe ton berr),
  • an tamm kreiz (pe tamm diskuizh, pe bal), div lodenn enne;
  • an ton doubl (pe ton diwezhañ, pe ton hir)

E-lec'h an ton doubl e vez un ton tripl a-wechoù.


Skouerioù

kemmañ

Setu amañ ur sell war an doareoù gavotennoù hengounel a glever e Breizh :

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

Liammoù diabarzh

kemmañ


Levrlennadur

kemmañ
  • Jean-Michel Guilcher, La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne, MOUTON 1963.

Liammoù

kemmañ
  • Tud o tañsal ar gavotenn e kreiz-kêr Lannuon : [1]