Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou

Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou zo ur ganaouenn vrezhonek war un ton dañs-tro.

Dastumet eo bet gant Cheun ar C'hann, ur c'henderv da Wennole ar Menn hervez an akordeoñser Bernard Lasbleiz[1].

E 1950 e voe embannet gant Emgleo Breiz el levrig Digor an abadenn, hag adembannet e 1985[2].

An niverenn 509 eo e lec’hienn Per Kentel[3], ha kinniget evel eus kornad Rostrenenn.

Komzoù

kemmañ

1.

Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
Gant da gozh kazeg rouan ?
— Kerzhout a ran 'trezek foar Faou
'Vit he gwerzhañ, ma c'hellan
— Kamm eo da gazeg paour
Diaes e vo he gwerzhañ !
'Viti, e-lec'h kaout arc'hant
Kemer va buoc'h gwellañ

2.

Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
Da gas da vuoc'h dialan ?
— Kerzhout a ran 'trezek foar Faou
'Vit he gwerzhañ, ma c'hellan
— Me 'gred ez eo klañv-bras
Ne gavo ket prener !
'Vit da relegoù kras
'Po va femoc'h tener

3.

Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
Gant ur pemoc'h 'vel hemañ ?
— Kerzout a ran 'trezek foar Faou
'Vit e werzhañ, ma c'hellan
— Treut eo da bemoc'h kaezh
'Dalvez ket daou wenneg
'Vit va gavr mat d'al laezh
Trok an aotrou reunek

4.

Pelec'h ez ez 'ta, Tonton Laou
Gant Begekig, ker buan ?
— Kerzout a ran 'trezek foar Faou
'Vit he gwerzhañ, ma c'hellan
— Da c'havrig zo biskorn
Hag he zezh zo dister
Dao amañ, sko em dorn :
Da c'havr 'vit va mezher

5.

Ar mezher oa kozh ha roget
Penaos gwerzhañ seurt pilhoù ?
Met p'edo 'vont d'e daol er mor
E tigoras e c'henoù :
— Petra 'oa en e douez ?
Daouzek mil pemp kant lur !
Biskoazh pebezh souezh
Ha brasañ plijadur !

6.

Echu ar foar gant Tonton Laou
Ha distro da Gêrgongar
— Penaos eo tremenet an traoù ?
— Mat-tre, n'az pez ket glac'har
Gwerzhet eo ar gazeg,
Setu ur pezh yalc'had :
Gouest eo ur genaoueg
D'ober meur a daol mat"

Notennoù

kemmañ