Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn ar brezhoneg ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Brezhoneg Kerne, pe kerneveg (arabat eo droukveskañ gant kerneveureg, a zo yezh keltiek Kernev-Veur) a vez graet eus brezhoneg Bro-Gerne. Dre m'eo ar vro-se bro hengounel brasañ e Breizh-Izel eo diaes a-walc'h lavaret resis petra eo brezhoneg Kerne. Eus Kerne-Uhel betek ar Vro Vigoudenn, hag eus Plougastell betek Kemperle e cheñch kalz an doare da zistagañ hag ar gerioù implijet. Koulskoude eo sklaer ez eus perzhioù dibar da vrezhoneg Kerne e-keñver ar rannyezhoù all.

Pouez-mouezh

kemmañ

Pouezmouezhiet e vez war an eil silabenn diwezhañ, evel e brezhoneg Leon, hogen kreñvoc'h eo an taol-mouezh. Abalamour da se e vez neutralizet ar vogalennoù dibouezmouezh: dont a reont da vezañ "chwa" pe mont a reont da get zoken.
Da skouer e vez distaget /ba:r/ evit "bara", /ne:/ evit "nevez".
Ar gerioù implijet alies, evel "anezhañ", "anezhi", a vez distaget en ur silabenn nemetken.

Yezhadur

kemmañ
  • Ne vez ket graet gant ar rannig e hag erlec'hiet e vez honnezh gant ar rannig a. Da skouer e vo klevet : bemde(z) a ganan e-lec'h bemdez e kanan.
  • Erlec'hiet e vez a-wezhioù é ouzh ar rannig-verb "o". An hevelep kemmadurioù (kemmadurioù mesket) a vez graet avat. Da skouer : emañ o tont a vez lavaret e lec'hioù zo : ema é tont (/ma i tõn/).
Alies ne vez klevet rannig-verb ebet.
Klevet e vez ar c'hemmadur mesket koulskoude. Er Reter e vez klevet un h etimologel (dre ma teu "o" diwar ouzh), ha kement-se
  • a laka /l/, /n/, /r/ da gemmañ e /lh/, /nh/, /x/ (« o lenn » /lhεn/) ;
  • a greñva kemmadurioù /m/ ha /b/, o reiñ /f/ e-lec'h /v/ (« o vont » /fõn/) ;
  • a laka harz da gemmadur « s » e /z/ ha « f » e /v/ (« o sevel » /sewl/).
  • Ne vez klevet ar rannig a nemet evel raganv-stag (war-bouez ar c'hemmadur a zeu diwarni).
  • Ne vez klevet ar rannig ne nemet ral a wezh. Kavet e vez avat e frazennoù-nac'h en trede gour ur "rener-nac'h" anezhañ, anezhi, anezhe, distaget /nõ/, /nèj/, /nε/. Klevet e vo da skouer, e-lec'h « Ne glevont ket mat », « (Ne) glev ket mat anezhe » /glèf ke ma: nε/.
  • Ne vez ket klevet ar rannig e kennebeut. En islavarennoù-diskuliañ ez eus deuet war-wel ur stagell all, lar (pe la).
« ne veze ket gouiet la e oa kamm ken » (« ne veze ket gouezet e oa kamm ken »)
Gallout a ra "lar" bezañ heuliet gant un islavarenn pe ur genlavarenn. Da skouer :
« soñjal a ran la an ouvrierien a chomas da gousket » (« soñjal a ran e chomas an ouvrierien da gousket »)
pe c'hoazh :
« evel ar c'hefeleg, la ma vez yen an amzer en em blija... » (« evel ar c'hefeleg, ha ma vez yen an amzer en em blija... »)
Notennoù : En hevelep degouezh e vez implijet a-wezhioù penaos e gwenedeg hag e tregerieg. Jean-Marie Le Scraigne a implij an daou a-wezhioù « gwelet e-meump abaoe lar penaos ne oa ket gwir ! » (« gwelet hon eus abaoe ne oa ket gwir »)
  • Implijet e vez stank ar ger ba e brezhoneg Kerne (diwar grennadur e-barzh), e-lec'h e er brezhoneg lennegel.
Erlec'hiet e vez ba ouzh e(n) en araogennoù diwar "e" : e-kreiz, e-lec'h, e-mesk, e-tal a vez lavaret neuze ba-kreiz, ba-lec'h (pe ba-plass), ba-mesk, ba-tal.
  • Krennet e vez ar ger gant ha distaget /ga/.
  • E brezhoneg Kerne n'eus ket kalz a ziforc'h etre an araogennoù eus, ouzh ha diouzh. Distaget e vezont pe deus, pe doc'h (hervez ar rannyezh).

Distagadur ar c'hensonennoù

kemmañ
  • Koulz hag e Bro-Dreger hag e Bro-Gwened, ne vez ket distaget e brezhoneg Kerne ar /z/ a zeu diwar /ð/ ("dd" e kembraeg). Da skouer e vez distaget ar ger ezhomm /e:m/ pe c'hoazh /i:m/, hag ar verb anavezout /ã'nowt/.
  • Er c'hontrol e vez distaget ar /z/ a zeu diwar un /s/ e latin (azen diwar « asinus ») pe e predeneg (izel). (Ezreolderioù a zo : neuze a vez distaget a-wezhioù /'nœhe/, an dra-se /'ndrahe/).
  • Distaget e vez ar skrivad c'h en doareoù-mañ :
    • /h/ dre vras (evel el lodenn vrasañ eus Breizh-Izel).
    • /x/, er gerioù a grog gant « c'hoa » /xwa/, e kemmadurioù « k », e dibenn ar gerioù...
    • pa zeu diwar gemmadur « g », e c'hell bezañ distaget /ɣ/, /h/ pe c'hoazh /ʁ/ er Gevred.
  • Distaget e vez ar skrivad « v » a-wezhioù /w/ (pe /µ/). A-wezhioù e vez distaget ar skrivad « w » evel /v/. Pe c'hoazh ne vez ket distaget.
Da skouer e vez distaget ar ger avel /aεl/ e korn-bro Kemper / Douarnenez.
Distaget e vez w evel /v/ alies e penn-kentañ ar gerioù (dreist-holl dirak e pe i), a-hend-all e vez distaget /ɥ/ (evel e gwenedeg) goude g peurgetket.
  • Er Vro-Vigoudenn ha war-dro e vez distaget c'hw, evel /f/. Lavaret e vez neuze c'hwi evel fi, ha c'hwec'h evel fec'h.
  • E lodennoù 'zo ne vez ket distaget « zh » bepred: c'hoazh a vez distaget /xwaˑ/, brizhilli a vez distaget /ˈbrili/.

Geriaoueg

kemmañ
  • E brezhoneg Kerne e vez klevet dreist-holl morse ha james evit lavarout "gwezh ebet".
  • Distaget e vez marteze evel-henn : matrese / matre'e / mantr'eñ / matros / matrèhe...
  • E-lec'h Pegoulz, e vez lavaret alies pedavare / pezavare / pevare / peur.
  • Implijet e vez stank ar raganv-goulenn Peseurt mod (distaget /pessa mod/) e-lec'h penaos ; anavezet, hogen raloc'h, eo pegiz ivez.
  • E kornioù zo e vez implijet a-benn e-lec'h evit.
  • E kornioù zo e vez implijet evit e-lec'h eget, da skouer : "kreñvoc'h eo evidon".
  • E Kerne-Izel e vez implijet mui e-lec'h ken:
    • N'eus ket mui kalz a dud / N'eus ket kalz a dud ken.

Skrivagnerien hag o deus graet gant brezhoneg Kerne

kemmañ

Skrivagnerien zo o deus implijet brezhoneg Kerne e mod pe vod en o oberennoù. En o zouez emañ:

Liammoù diavez

kemmañ