Ul liorzh-iliz (pe porzh-bered, porzh-iliz, kloz-parrez) zo ul liorzh gant un iliz e-kreiz hag ur vur tro-dro dezhi.

Orinoù ar porzhioù-iliz

kemmañ

Savet eo bet ar porzhioù-iliz eus ar 15vet betek ar 17vet kantved,

War ar maez e tiskoueze ar c'humuniezhioù pegen pinvidik e oant hag e savent kloc'hdioù, klozioù-parrez pe kalvarioù.

Adalek an treuzoù betek lein tour an iliz ez eo diskouezet deomp gant fouge ar binvidigezh vras a zeue diwar labour al lin.

Perzhioù meur ar porzhioù-iliz

kemmañ

Peder elfenn ne c’haller ket distagañ an eil diouzh eben a ya d’ober ur porzh-iliz: ur volz-enor pe « porzh ar marv », ur c’halvar, ur garnel hag un iliz (gant ar vered tro-dro dezhi a-wechoù).

Bolz-enor pe porzh ar marv

kemmañ

Ur c'halvar zo skeudennadur pasion Jezuz-Krist, e stumm ur groaz-vaen kizellet, gant meur a dudenn en-dro d'ar groaz.

Ur garnel zo ur savadur evit mirout relegoù ar re varv. Pa ne oa ket plas mui en iliz pe er vered (bihan-tre alies), e veze lakaet an eskern e-barzh ar garnel. Ur savadur bihan harpet ouzh an iliz oa ar garnel.

En ur savadur brasoc'h e oa gwarezet ar c'hlopennoù. Ar savadur-se a oa harpet ivez ouzh an iliz pe, muioc'h-mui, distaget diouzh an iliz. A-wechoù ar garnel oa kizellet-tre gant prenestroù.

Ar senennoù kizellet er mein a ra ul liamm etre bed ar re vev ha rouantelezh an neñv.

Skouerioù porzhioù-iliz

kemmañ