Gouren

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Diwar-benn ar gouren dre-vras eo ar pennad-mañ. Ur pennad Gouren breizhek zo ivez.
Ar gouren a zo ur sport emgannañ a-zaou hag e bal dezhañ a zo da bep eneber diskar an eil hervez reolennoù termenet strizh. Ne c'heller implij nep arm nemet reoù an izili hag ar c'horf. Meur a zoare a vez kavet e pep bro ken he deus Breizh he hengoun dezhi (gouren breizhek) hag e vez meneget ar gouren e Breizh evel an hini nemetañ.

Ar gouren libr a zo bet degemeret er C'hoarioù Olimpek e 1901.
Ar gouren gresian-ha-roman a zo nes d'ar gouren a veze pleustret en Olimpia e-pad ar C'hoarioù olimpek kozh hag e veze priziet gant Gresianed kozh p'en em gannent en noazh, met gwisket gant eoul olivez evit ma vije diaes kregiñ en izili ar gourener all.
Daou stil gouren a vez kavet : ar gouren gresian-ha-roman m'eo difennet d'an emgannerien tapout krog el lodenn eus ar c'horf zo dindan ar gouriz hag ar gouren libr. Ouzhpenn-se e weler gourenoù m'eo difennet chom e gourvez (gourenoù ar broioù keltiek evel ar gouren breizhek hag ar gouren skosat) hag an darn vuiañ eus ar re all.
Peurliesañ e vez pleustret ar gourenoù gant amatourien. Ar broioù o deus kaset d'ar C'hoarioù olimpek ar c'hourenerien wellañ a zo bet Iran, ar Stadoù-Unanet, Rusia, Bulgaria, Hungaria, Sveden, Finland ha Turkia.
GourenoùAozañ
- Gouren breizhek
- Backhold
- gouren libr
- gouren gresian-ha-roman
- Sumo
- Yağlı güreş (gouren ma implijer eoul, e Turkia)
- Schwingen (gouren pleustret e Suis)
- glima (gouren pleustret en Island)
Gourenerien vrudetAozañ
Ster allAozañ
Dre skeudenn e vez implijet ar verb gouren evit ar ster zo gant stourm enep un dra fetis pe difetis.
Liammoù diavaezAozañ
- International Federation of Associated Wrestling Styles (FILA) Lec'hienn ofisiel Kevread etrebroadel stiloù kevredet ar gouren