Bro-Sant-Brieg
Bro-Sant-Brieg, a vez graet Pentevr-ha-Goueloù anezhi a-wechoù, a zo unan eus nav bro hengounel Breizh. Kant teir c'humun ha tregont a ya diouzh hec'h ober, dindan 2 597 km², ha gant ur boblañs a 299 702 den e 2010[1]. Isrannet eo ar vro e Bro-Oueloù er gwalarn ha Pentevr er peurrest (ar stêr Goued a ra an disrann etreze o-div).


Al lodenn vrasañ eus ar vro-se a zo hiziv an deiz e departament Aodoù-an-Arvor, gant ul lodennig vihan er Mor-Bihan. War-bouez hanternoz Bro-Oueloù, emañ Bro-Sant-Brieg e Breizh-Uhel. Kêr-benn ar vro eo Sant-Brieg.
Gwelet ivez kemmañ
Brezhoneg kemmañ
E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 391 skoliad (1,9% eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].
Liammoù diavaez kemmañ
Notennoù ha daveennoù kemmañ
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |