Éric Tabarly a oa ur moraer breizhat, bet ganet d'ar 24 a viz Gouere 1931 e Naoned ha marvet d'an 13 a viz Mezheven 1998 goude bezañ bet kouezhet e Mor Iwerzhon.

Éric Tabarly
center[280px]Éric Tabarly e 1975
Buhez
Anv Éric Marcel Guy Tabarly
Ganedigezh 24 Gouere 1931
Naoned
Breizh
Marv 13 Mezheven 1998
Mor Iwerzhon
Broadelezh Gall
Stummadur Morlu gall (École Navale)
Micher Levier nijerezioù
Ofiser a vor
Skiper bigi-dre-lien
Rez Kabiten-vor
Brezel Kentañ brezel Indez-Sina
Enorioù
  • Blue Water Medal (1964)
  • Grand prix Serge-Kampf de l'Académie des sports (1964)
  • Officier de l'ordre du Mérite maritime (1976)
  • Prix Henry Deutsch de la Meurthe (1976)
  • Gloire du sport (1994)
  • Prix Gabrielle-d'Estrées (1997)
  • Commandeur de la Légion d'honneur‎ (1998)
Redadegoù gounezet
  • Single-Handed Trans-Atlantic Race (1964 ha 1976)
  • Transat Jacques-Vabre (a-gevret gant Yves Parlier, 1997)
  • Fastnet Race (1967)
  • Sydney to Hobart Yacht Race (1967)

Abred e voe dedennet gant ar redadegoù bigi-dre-lien, hag ofiser e morlu Bro C'hall e oa bet kent kemer perzh e redadegoù bigi.

E 1964 hag e 1976 e dibenn ar Single-Handed Trans-Atlantic Race (OSTAR), ec'h eas ar maout gantañ.

Sot-nay e oa É. Tabarly gant traoù ar mor hag eñ e-unan a rae lunelloù listri. Dre zegemer deskarded e bourzh e vigi en devoa krouet un doare skol redadegoù war geinvor.

Brud a c'hounezas d’an 18 a viz Even 1964 goude en devout gounezet ar redadeg Single-Handed Trans-Atlantic Race (lesanvet Transat anglaise e galleg) gant e getch 44 zroatad (13,60 metr) Pen Duick II treset gant ar vreudeur Costantini e Gwened ha graet diwar koad peget. Eric Tabarly en doa graet ar redadeg-se e-pad 27 devezh. Anvet e oa bet da Varc'heg al Lejion a Enor gant ar Jeneral de Gaulle.

E 1977 en doa gounezet ar redadeg Whitbread gant e skiper Éric Loizeau hag e c'houeletenn 57 troatad (17,45 metr) en aluminiom Pen Duick III, bet savet e 1966 en Oriant. Adanvet Cacharel ha leviet gant Jean-François Coste e redas er c’hentañ Vendée Globe e 1989-1990 met 7vet ha diwezhañ e erruas goude 163 devezh, da lavaret 54 devezh a-drek ar gounezer, Titouan Lamazou.

E 1968 e voe moret Pen Duick IV, un trimaran 68 troatad (20,80 metr) en aluminiom bet treset gant André Allègre ha fardet en Oriant. E 1969 e voe prenet gant ar skiper Alain Colas, e adanvas Manureva. Koulz ar vag hag a skiper a voe kollet er mor d'ar 16 a viz Du 1978.

E 1968 ivez e voe savet Pen Duick V , ur sloup "Marconi" 35 troatad (10,67 metr) en aluminiom treset gant Michel Bigoin ha Daniel Duvergie diwar erbedadennoù Éric Tabarly. Bloaz goude e c'hounezas an Transpac San FranciscoTokyo gant 11 devezh lañs war an eil reder.

Pen Duick VI zo ur c'hetch 73 troatad (22,25 metr) en aluminiom ijinet gant André Mauric evit 14 den ha fardet e Brest ; leviet gant Éric Tabarly en e unan e bourzh e c'hounezas ar Single-Handed Trans-Atlantic Race e 1976, un eil gwech eta.

Kentpatrom ur vag hag a savfe a-us an dour adalek un tizh termenet (hydroptère, hag hydrofoil diwezhatoc'h) a voe fardet evit E.Tabarly e 1976.


Koulskoude ez eo war bourzh Pen Duick edo Éric Tabarly pa voe kollet e Mor Iwerzhon. Ur vag bet treset gant er Skosad William Fife III ha fardet e Corcaigh e 1898 eo, hag edo ar moraer ouzh e gas da Vro-Skos evit kemer perzh un ur vodadeg listri Fife pa gouezhas er mor a-vaez da Gembre, diouzh noz etre an 12 hag an 13 a viz Mezheven 1998, oadet a 66 vloaz. Tremen miz diwezhatoc'h e voe kavet e gorf 43 milmor (80 kilometr) a-vaez da aod su Iwerzhon gant ur chaluter a Vreizh[1].


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Libération, 20/09/1998. Kavet : 05 C'hwe 25.