Ar Route du Rhum a zo ur redadeg treuzatlantel en e unan, hag a vez pep pevar bloaz etre Sant-Maloù/Kankaven ha Pointe-à-Pitre (Gwadeloup), e dibenn miz Here pe deroù miz Du.

Ar Route du Rhum

Ar rekord a zo aet da Loïck Peyron e 2014 war bourzh Maxi Solo Banque Populaire VII, e 7 devezh 15 eurvezh 8 munutenn ha 32 eilenn.

Aozet eo ar Route du Rhum gant OC Sport Pen Duick abaoe 2006. 40 vloaz ar redadeg e vo e 2018.

Liammoù diavaez

kemmañ

Lec'hienn ofisiel