Kankaven
Kankaven | ||
---|---|---|
Beg an Trein. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Cauncall | |
Anv gallek (ofisiel) | Cancale | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Sant-Maloù | |
Kanton | Sant-Maloù-1 | |
Kod kumun | 35049 | |
Kod post | 35260 | |
Maer Amzer gefridi | Pierre-Yves Mahieu 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Sant-Maloù Tolpad-kêrioù (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Maloù | |
Lec'hienn web | www.ville-cancale.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 313 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 143 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 45 m | |
Gorread | 37,19 km² | |
kemmañ ![]() |
Kankaven zo ur gumun e biz Breizh. Ur porzh pesketa eo. Anavezet eo gant e istr. E kanton Sant-Maloù-1 emañ.
DouaroniezhAozañ
War aod Bro-Sant-Maloù emañ Kankaven, etre Sant-Maloù ha menez Mikael ar Mor. Eus Kankaven betek Sant-Maloù ez eus 15 kilometr. E Norzh Kankaven emañ Beg an Trein e-lec'h ma c'haller gwelout ar C'hab Frehel er C'hornôg ha Granville er Reter. Er reter dezhi emañ an Enez Rimains. Inizi Kalzenez a c'haller gwelout ivez.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Chancavena et ... Porpican ... Sancti Mewen Judichel, 1032; Cancavena, 1038; Cancaura, 1172; Cancavria, 1184; Cancala, 1199; Cancavna, 1210; Cancale, XVIvet; Cancalle, 1779;
ArdamezioùAozañ
En glazur, e viskin en sabel gwisket en argant, mordoant war ur mor geotet, heuliet gant daouzek istr en aour ouzh c'houremm, balirant, e c'hrenngonk en argant karget gant un erez daoubennek en sabel pigoset hag iziliet en gul.
IstorAozañ
HenamzerAozañ
- Stummet e veze ar Romaned gant istr Kankaven.
VIvet kantvedAozañ
- Diazezet eo bet ar gêriadenn-se gant Sant Meven moarvat war-dro 545.
XVIIvet kantvedAozañ
- Eus Kankaven ez eas kuit listri Daniel de La Touche, Aotroù ar Ravardière d'an 19 a viz Meurzh 1612 evit Brazil. Daniel de La Touche a ziazezas kêr São Luis er Maranhão e Brazil[2].
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: nac'het e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person[3].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 197 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv , d.le. 2,58% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911; pemp anezhe a varvas d'an 22 a viz Eost 1914 en Emgann Rossignol e Belgia[4].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas 36 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
- D'ar 17 a viz Even 1944 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88 G-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e donvor Kankaven; tri nijour ar varvas, daou anezhe a zo douaret e Marigny[6].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Indez-Sina: daou vilour a varvas.
TOEAozañ
- Mervel a reas daou soudard.
Morskorneg e 1963Aozañ
- Yen-skorn e oa an amzer ar bloaz-se: -16°C e-pad an noz etre an 19 hag an 20 a viz Genver 1963. Sac'het e voe ar porzh e-pad ur sizhunvezh gant ar vorskorneg.
Darvoudoù sport a bep seurtAozañ
- 4 a viz Gwengolo 1911 : tapet rekord ar bed an uhelder (3 950 m) gant ar nijer gall Roland Garros goude dibradañ diouzh traezhenn Kankaven.
- 10 a viz Gouere 1982 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Kankaven ha Konk-Kerne ; trec'h eo Pol Verschuere (Belgia).
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
ArmerzhAozañ
PesketaAozañ
Ar gumun a oa rannet e daou :
- en traoñ porzh an Houl bet savet ar chaoser anezhañ e 1836,
- e krec'h ar vourc'h e-lec'h ma oa o chom ar genwerzherien hag ar baramantourien betek diskrog-labour bras paotred an Douar-Nevez e 1911.
Tud Kankaven a besketae ar moru en XVIvet kantved betek deroù an XXvet kantved. Adsavet eo bet ar viskinenn Ar Gankavenadez e 1987.
ObererezhioùAozañ
- Labour-douar (kaol-fleur).
- Gounit istr
- Pesketaerezh meret e borzh gant Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Bro Sant-Maloù.
- Touristerezh
An deiz a hizivAozañ
- Diorroet eo bet an touristerezh, ar restaorantoù ha gwerzhañ an istr.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Aozañ
1793 | 1800 | 1806 | 1820 | 1831 | 1836 | 1841 | 1846 | 1851 | 1856 | 1861 | 1866 | 1872 | 1876 | |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Poblañs | 3 177 | 3 003 | 3 414 | 4 121 | 4 880 | 5 151 | 5 230 | 5 065 | 5 826 | 6 105 | 6 352 | 6 400 | 6 654 | 6 239 |
poblañs hep kontañ doubl |
1881 | 1886 | 1891 | 1896 | 1901 | 1906 | 1911 | 1921 | 1926 | 1931 | 1936 | 1946 | 1954 | 1962 | |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Poblañs | 6 523 | 6 721 | 6 578 | 6 641 | 6 549 | 7 061 | 7 627 | 6 635 | 6 340 | 6 029 | 5 635 | 5 569 | 5 463 | 5 236 |
poblañs hep kontañ doubl |
1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2007 | 2013 | |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Poblañs | 5 019 | 4 780 | 4 638 | 4 910 | 5 203 | 5 285 | 5 293 | 5 208 |
poblañs hep kontañ doubl |

• Mammenn : EBSSA
MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1833 | Jean Marie Merdrignac | |||
1871 | Prudent Fortin | |||
1945 | Adolphe Robin | |||
1965 | 1977 | Olivier Biard | ||
1978 | 1989 | Jean Raquidel | ||
1989 | 2001 | Joseph Pichot | Tu dehoù | |
2001 | 2008 | Maurice Jannin | Tu kleiz bennak | |
Meurzh 2008 | → bremañ | Pierre-Yves Mahieu | Tu dehoù | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
- Jeanne Jugan, diazezerez kumuniezh C'hoarezed Vihan ar Re Baour
- Olivier Roellinger, keginer
- Auguste Denis-Brunaud, liver
- René Vautier, filmer, en deus bevet eno un darn eus e vuhez
- (en) Eugène Feyen (1815-1908) liver Kankaven
- Erwan ar Menga (1909 - 1998), beleg ha skrivagner.
- Yves Laloy (1920 - 1999) liver surrealist
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Monumantoù ha lec'hioù heverkAozañ
- an aod (Beg an Trein, Menez-Mikael)
- Mirdi ar c'hoadoù skultet
- porzh an Houl
- ti-feurm ar mor (diwar-benn an istr hag ar grogenn)
- Mirdi an Arzoù ha Hengounioù ar Bobl
- ti Jeanne Jugan
GevelliñAozañ
LevrlennadurAozañ
- F. Bouleuc, Cancale son origine et son histoire, La Decouvrance éditions.
- Éditions du Phare, à Cancale.
- Léo Kerlo et René Le Bihan, Peintres de la Côte d'Émeraude, Le Chasse-Marée/ArMen 1998.
- René Le Bihan, Léo Kerlo, édition Chasse-Maree Estran Cancale
- Annick Rouxel, Cancale - Étude démographique. 1757-1800, 1970, (Archives départementales d'Ille-et-Vilaine - Mémoire 2 J 10).
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Lec'hiennoù ofisielAozañ
- (fr) (en) Lec'hienn kêr Kankaven
- (fr) Pezhioù savouriezh rummet e Kankaven war lec'hienn Ministrerezh ar Sevenadur (gall)
- (fr) Pezhioù arrebeuri rummet e Kankaven war lec'hienn Ministrerezh ar Sevenadur (gall)
Lec'hioù allAozañ
Notennoù, mammennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Mammenn: http://bresil2000.free.fr ; testenn Dominique Stoenesco diwar-benn Renevezerezh Sao Luis ar Maranhao
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.19
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes Luftwaffe