Beg an Trein
Beg an Trein zo ur beg-douar en norzh da Gankaven, e biz Breizh. Dirazañ emañ tour-tan Karreg Herpin.
Balirañ a ra ar beg roc’hellek-se a-us ar mor, 40 metr izeloc’h. Alese e c’haller gwelet, etre ar C'hab Frehel er c’hornôg ha Bae Menez-Mikael er reter, aod Normandi gant porzh Granville hag enezeg Kalzenez. War ar beg-douar ez eus ur semafor, bet savet e 1861 evit eveshaat ar bigi a dremene dirazañ, hag a oa bet adprenet gant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen e 2000 evit degemer an douristed a zeu da bourmen eno.
Ur wenodenn zo en-dro d'ar beg-douar, ar GR 34. Eus ar wenodenn-se e c’haller gwelet Enez al Lann, er reter d’ar beg, ma vez gwarezet an evned. Meret e vez ar gwarezva-se gant ar gevredigezh Breizh Vev.
Merkañ a ra Beg an Trein al lec’h loc’hañ evit ar redadeg bigi anvet Hent ar Rom.