Erwan ar Menga a oa anv-pluenn ar skrivagner Joseph Auffret, bet ganet e Sant-Kouloum e 1909 ha marvet e Kankaven e 1998.

Emziskouezioù ar Werc’hez e Breizh

Beleget e voe e 1937 ha bet oc’h ober war-dro parrezioù eus departamantoù gall Mayenne ha Sarthe evel person.

Meur a destenn en doa skrivet, koulz e galleg hag e brezhoneg ha kenlabourat a reas evit er c’helaouennoù kristen Barr-Heol ha Imbourc’h. Peurliesañ e troe e destennoù brezhonek e galleg pe e destennoù gallek e brezhonek. Hogozik e holl levrioù a gaver en div yezh.

Sevel a reas un hentenn evit deskiñ esperanteg ivez.

Levrioù

kemmañ

E brezhoneg

kemmañ
  • Emziskouezioù ar Werc’hez e Breizh, Kastell-Aodren, 1969, adembannet gant Imbourc’h ;
  • Breuriezh Vreizh 1790, Natures et Bretagne, 1976 ;
  • Deskomp Esperanteg. Yezhadur Esperantek, Hor Yezh, 1978 ;
  • Kevrin ar vuhez, diskleriet d'ar re vihan, Imbourc’h, 1981, 52 b. ;
  • Kadoudal e ti an tenner-dent, Barr-Heol, 1979 ;
  • Kanevedenn war ar vugale, Imbourc’h, 1980, 107 p. ;
  • Kereour Gwidel, Imbourc’h, 1981, 64 f. ;
  • Priz an daspren, Imbourc’h, 1982, 120 p. ;
  • Karantez eo Doue, Imbourc’h, 1984, 72 b. ;
  • Mari Strap-Latenn, Imbourc’h, 1990.

En esperanteg

kemmañ
  • La prezo de la elaĉetado (Priz an Daspren), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1982 ;
  • Dio estas amo (Karantez eo Doue), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1985 ;
  • La ŝuisto de Gwidel (Kereour Gwidel), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1986. 92 p.

E galleg

kemmañ

Erwan ar Menga a sine "Yves du Menga" pe "Yves du Meinga" e levrioù e galleg :

  • La Ville-ès-Nonais, gant Alexis Presse, 1957 ;
  • Apparitions de la Vierge en Bretagne, Imprimeries du Centre-Bretagne, 1973 ;
  • La troisième voie - Ni capitalisme, ni socialisme, oui à la doctrine sociale de l'Eglise, Résiac, 1977 ;
  • Toutes les homélies pour l'année B, Résiac, 1978 ;
  • La conjuration bretonne de 1791, histoire de l'origine de la chouannerie, Editions du Thabor, 1979 ;
  • Le cordonnier de Guidel, conte inspiré des légendes bretonnes, 1985
  • Dieu est l'amour, Presses Bretonnes, 1986 ;
  • Les témoins de Jehovah et leur réinterprétation déformante systématisée de la parole révélée, Résiac, 1989