Teirgwern
Un teirgwern zo ul lestr dre lien, teir gwern warnañ, hervez ar boaz a-raok marevezh al listri dre vurezh. E brezhoneg e roer an anv-se d'al listri diwar skouer ar galleg : e saozneg da skouer ne vez ket anvet al listri hervez niver o gwernioù.
Anvioù an teir gwern
kemmañEus ar staon betek ar penn a-dreñv
- ar wern vizan
- ar wern vras
- ar wern volosk
Ouzhpenn-se e veze ur wern-veg, pe gwern-valouin, a-wechoù. Da neuze e oant listri pedergwern kentoc'h.
Meur a seurt teirgwernioù
kemmañHervez ar gouelioù e oa:
- an teirgwern gouelioù karrezek
- an teirgwern gouelioù skouarnek,
- a-wechoù ouzh ar wern volosk hepken
- a-wechoù ouzh ar wern-volosk hag ar wern-vras, evel war al lestr Belem
- a-wechoù ouzh an teir gwern
Geriadurouriezh
kemmañ- N'emañ ket ar ger teirgwern e lodenn vrezhonek geriadur divyezhek Roparz Hemon, embannet gant Al Liamm, embanner An Teirgwern Pembroke (ur romant gant Jarl Priel), pa gaver ar ger teirroeñveg, ul lestr un tamm mat koshoc'h eget an teirgwern, ha diaesoc'h da welout hiriv. El lodenn c'hallek avat e vo kavet.
- E-barzh Geriadur brezhoneg An Here emañ koulz hag e-barzh levrioù Jules Gros.
Teirgwernioù
kemmañPorched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor. |