Maranhão (stad)

Stad Maranhão a zo unan eus ar 27 unanenn gevreet a zo e Brazil, hag eus an 9 a zo e rannvro an Nordeste. São Luís eo ar gêr-benn, hag Açailândia, Imperatriz, Timon ha Caxias eo ar c'hêrioù a-bouez all. Er reter dezhi e kaver stad Piauí, Tocantins er mervent, Pará er c'hornaoueg hag ar Meurvor Atlantel en norzh.

Maranhão
Bandeira do Maranhão.svg Brasão do Maranhão.png
Banniel Maranhão Ardamezioù Maranhão
Kartenn Brazil
Lec'h ar stad e Brazil
Bro Flag of Brazil.svg Brazil
Kêr-benn São Luís
Kêr vrasañ São Luís
Rannvro Nordeste
Gorread 331 983,293 km² (8vet)
Poblañs
  - Hollad
  - Stankter

6 714 314 (2012) (10vet)
20 ann./km² (16vet)
MDD (2005) 0,680 – etre (26e)
Gwerzhid-eur UTC-3
Kod ISO 3166-2:BR BR-MA
Traezheg e Maranhão

An anvAozañ

Peurvuiañ e lavarer e teu an anv "Maranhão" eus an anv roet gant an henvroidi d'ar stêr Amazon a-raok donedigezh tud Europa. Darn a lavar ez eus darempred gant stêr Marañon e Perou.

Pennadoù karAozañ

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.