Gustave Courbet

livour galleg

Jean Désiré Gustave Courbet (10 a viz Mezheven 1819 – 31 a viz Kerzu 1877) a oa ul livour gall eus ar skol "realist" en XIXvet kantved.

Gustave Courbet

Kemer a reas perzh e Kumun Pariz e 1871.

E familh a oa perc'hen war madoù, un ti feurm o devoa er Jura, pinvidik a-walc'h oant neuze da geñver ar re all.

Er c'hloerdi e voe Gustav, evit kaout enno un deskadurezh lennegel. Plijet e oa gant ar c'hentelioù livañ, muioc'h eget en dañvezioù all. E skolaj Besançon e voe kaset, hogen ne voe ket a-zevri war ar studioù klasel, hag e tarempredas seul vui, e skol an arzoù kaer, kentelioù an Ao Charles-Antoine Flajoulot. Mont a reas da Baris d'ober studioù war ar gwir. Diskregiñ a reas ar studioù gwir e 1839-1840, evit mont da vat war an obererezh a blije dezhañ, al livañ. Tremen a rae e holl amzer en atalier an arzour Charles de Steuben. E mirdi al louvre ez eas da livañ alies, evel a rae al livourien all, evit dreveziñ ha kopiañ livadurioù arzourien vrudet. Sebezet e voe gant al livadurioù teñval, sklaer hollandad, ar boem venetian hag ar wirvoudelezh spagnol. En nevez-amzer 1841, e tizoloas arvor Normandie. E c'hentañ troiad e voe a gevred gant ur c'heneil dezhañ Urbain Cuenot. Diskenn a rejont gant ur vag ar Seine eus Paris d'an Havre. O skrivañ de dad e lâras e voe boemet gant seurt troia, ar tiez, ar gweledvaoù, an natur...

Deroù 1841, e kredas da Goubet kinnig ul livadur da jury ur saloñs Portraits d'Urbain Cuenot et Adolphe Marlet, hag a voe nac'het. E annez e devoa graet er c'harter latin.

1842 emboltred gant ar c'hi du, un epagneul, hag evit ar c'hentañ gwech e voe aotreet an daolenn e diskouezadeg. Levenez ennañ, mont er maez eus an divrud.


LivadurioùAozañ

Levrioù diwar e bennAozañ

  • Georges Riat, Gustave Courbet, peintre, Paris (1906)
  • Charles Léger, Courbet, Paris (1929)
  • T. J. Clark, Image of the People. Gustave Courbet and the 1848 Revolution, Londres (1973); trad. italienne: Immagine del popolo. G. Courbet e la rivoluzione del' 48, Torino, (1978)
  • Robert Fernier, La vie et l'oeuvre de Gustave Courbet, Catalogue raisonné, Lausanne et Paris, 2 volumes, (1977-1978)
  • Sarah Faunce and Linda Nochlin, Courbet reconsidered, New Haven and London, (1988)
  • Pierre Georgel, Courbet. Le poème de la nature, Paris (1995)
  • Pierre Chessex, "Courbet en Eldorado: les années d'exil en Suisse", in Ligeia, dossiers sur l'art, No 41-44 (2002-2003), pp. 82-89

Liammoù diavaezAozañ

Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.