Mirdi Breizh

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Mirdi Breizh a zo ur mirdi glad ha kevredigezh e Roazhon (Il-ha-Gwilen).
DastumadoùAozañ
Diskouezet ez eus ennañ dastumadoù diwar-benn istor Breizh abaoe ar ragistor. Ouzhpenn 600 000 a draezoù ha teulioù zo e dastumadeg ar mirdi. Abaoe miz Gwengolo 2017 e c'haller gwelet skeudennoù eus ouzhpenn 170 000 anezho gant aotreoù Creative Commons war internet[1].
Istor ar mirdiAozañ
Dispartiet e oa bet Mirdi Breizh diouz Mirdi an arzoù-kaer e 1975.
Krouet e voe ekomirdi Bro-Roazhon e 1987 gant Yann-Cheun Veillard, mirour Mirdi Breizh betek 2000. Dastumadoù an daou virdi zo boutin.
Diazezet eo Mirdi Breizh er Maezioù Frank abaoe 2006.
E 2022 e voe aozet un diskouezadeg diwar-benn "keltegezh Breizh". Lakaet e oa bet Alan Stivell da baeron an diskouezadeg, hogen o welout penaos e oa kinniget en doa lavaret lemel e baeroniezh[2].
NotennoùAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- (br) Lec'hienn Mirdi Breizh.