Bez’ ez eus eus aotreoù Creative Commons kevratoù, pe gontradoù, liesstumm e-keñver gwirioù an aozer, hag o wareziñ an doare da skignañ an oberennoù arzel dre-vras.

Logo Creative Commons

Eeun-hag-eeun, e tibab ar c'hrouer da skignañ e oberenn evit mann, met o heuliañ an diferadennoù resis-mañ :

  • rediet pe get embann anv an aozer (BY)
  • aotreañ pe get kemmañ an oberenn (ND)
  • aotreañ pe get ober kenwerzh gant an oberenn (NC)
  • rediañ an hevelep implijoù d'an oberenn lodennet pe deveret hag an oberenn gent (SA)

Un tamm istor

kemmañ

En em stummet ha diorroet eo an aotreoù-mañ da heul ar prosezoù bet graet dre ar bed ouzh ar re a bellgarg sonerezh hag oberennoù a bep seurt dre ar rouedadoù Peer to Peer pe par-da-bar.

Levezonet mat int bet gant an aotreoù a zo bet savet gant bed ar poelladoù dieub, rak adtapet e vez diwarno pennsturienn ar gwarantiñ gwirioù. E gwirionez, ar c'hontrol eus doareoù aotreoù all giz ar SACEM pe kevredigezhioù a seurt-se, ec'h aotreont (o reiñ gwirioù) e-lec'h nac'h ha klask skoilhañ. An doare-mañ d'ober eo a ro dezho o fouez lezennel hollvedel.

Ur skouer ekonomikel

kemmañ

Ar goulenn pennañ a zeu diwar se neuze a zo hemañ : penaos 'ta, e c'hell aozer un oberenn bevañ ma vez digoust pep tra ? ? ? Graet e vez an hevelep goulenn ivez abaoe tremen 20 vloaz evit ar pezh a sell ouzh ar poelladoù dieub. En deiz a hiziv, 90% eus servijerien a zo war ar rouedad Internet zo diazezet war boelladoù dieub (Linux ha GNU-où all ha zoken Mac hag a zo deveret eus Linux)…

An ijinadenn (rak ijin 'zo) a zo homañ : an hini en deus c'hoant da implijout un dra grouet evit mann a rank embann e welladennoù evit mann ivez. Ma n'houl ket en ober, neuze e ranko kavout un emglev gant ar c'hrouer kent diwar varc'had, hag o paeañ ur gwenneg bennak evel-just.

Degas a ra an aotreoù CC gwelladennoù d'ar c'hrouidigezhioù er bed a-bezh o tegas digoll d'ar c'hrouerien. Ar re a vefe diskredik c'hoazh, a rank gouzout penaos ez eus bet, e 2005, muioc'h eget 38 % eus an oberennoù sonerezh e Stadoù Unanet Amerika hag a vez embannet ha skignet gant aotreoù dieub. Setu perak e vez krouet alies gant an embregerezhioù bras amerikan lec'hiennoù da bellgargañ sonerezh evit mann.

Kinnig a ra Kaouenn.net ar seurt aotreoù-mañ dre ma soñj deomp e klotont mat gant hon raktres internet kevredigezhel 2.0, an holl oberennoù arzel breizhat ha mat-kaer gant ar muzik hengounel.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.